Kroaziadegoù balt

Ar c’hroaziadegoù balt, pe c’hoazh kroaziadegoù an Hanternoz, zo un heuliad gwezhiadoù milourel lusket adalek an XIIvet kantved gant kristenion ar c'hornôg a-enep da bobloù pagan biz Europa o vevañ war ribloù ar mor Baltek : ar Valted (an Henbrusianed, Lituaniz,…).

Marc'heion deutonek da vare emgann al lenn Peïpous (Skeudenn tennet ag ar film Alexander Nevsky gant Sergei Eisenstein).
Ar meuriadoù balt en XIIIvet kantved.
Livonia e kreiz an XIIIvet kantved.
Emdro an tachennoù dindan beli an urzhioù milourel alaman (e roz) (e griz: Lituaniz; e melen: Poloniz).

Roet e voe da bal dezhe andreiñ dre gaer pe dre heg ar baganed valt d’ar feiz kristen ha galvet e voe ez-ofisiel ar groazidi da sailhañ war ar broioù balt gant ar pab Selestin III e 1193. Hogen, kroget o doa marc’heion c’herman zo da dagañ ar meuriadoù balt kent e c’halvidigezh d’ar brezel santel.

Padet o doa daou gantved betek deroù ar XVvet kantved (emgann Grunwald). Evel kalz a groaziadegoù e tistrojont diwar o fal orin hag e teujont da vout un digarez evit an urzhioù relijiel milourel hag ar varc’heion alaman da drevadenniñ ar broioù balt (Livonia, Prusia,…).

Dibun ar c’hroaziadegoù

  • 1202: krouet e voe ur vezin (anvet ar Varc’heion douger-kleze diwezhatoc’h) evit difenn an drevidion gristen a Livonia.
  • 1218: ar Varc’heion douger kleze hag an Daned a suj meuriadoù finnek-ougrek Hanternoz Estonia.
  • 1219: da heul emgann Lyndanisse e voe mestr an Daned war kêr dTallinn.
  • 1222: klask a reas ar Polonad Herri 1añ barvek, dug a Silezia, stourm a-enep d’an henbrusianed en anv an avielerezh.
  • 1223 : aloubet Estonia en he fezh.
  • 1228: war galv an dug a Vazovia e teuas ar varc’heion deutonek (o tonet ag ar Reter-nesañ da-heul ar c'hroaziadegoù). En em staliañ a rejont war ribl ar Vistula.
  • 1231: kregiñ a reont gant o brezel didruez a-enep d’an Henbrusianed ha c’hoant sevel gante ur Stad teutonek (a vo anezhi 50 vloaz goude).
  • 1236: trec’h eo Lituaniz a gKourland war ar varc’heion douger-kleze da geñver emgann Saulė. Dav e voe d’an urzh milourel dinerzhet kendeuziñ gant an Urzh Teutonek.
  • 1240: emelladenn armet ar Rusianed a-enep da Gornogiz en hanternoz ar Broioù Balt. Trec’h e voent war Suediz (emgann an Neva).
  • 1242: Trec’h e voe Aleksandr Nevski a Novgorod war an Urzh Teutonek da geñver “emgann war ar skorn” (emgann al lenn Peïpous).
  • 1255: savet Königsberg gant an Urzh.

A-hed an XIIIvet kantved e stourmas didruez ar varc’heion deutonek a-enep d’an henbrusianed a veve dindan o gwask. Poblañs ar re-mañ diwezhañ az eas a 150 000 da 80 000 den etre 1250 ha 1350.

  • 1410: emgann Grunwald. Trec’h e voe al luioù polonat ha lituaniat war ar re deutonek. Mestr an Urzh a varvas e-korf an emgann. Da-heul ez eas galloud ar Stad teutonek war an diskar. Dav e voe d’ar varc’heion en em gaeañ a-dreñv mogerioù kreñvlec’h Malbork ha tro-dro.

Disoc’hoù

Mar kemmas Lituaniz relijion (e 1385 ez-ofisiel a-gevret gant o levier Jogaila deuet da vout roue Polonia ivez) ne voe ket abalamour d’ar c’hroaziadegoù, hogen evit abegoù politikel ha dre hanterouriezh o amezeion bolonat (berzet e oa al lituaneg, betek n’eus ket keit-se zo, en ilizoù dre ma oa ur « yezh pagan »). Chomel a reas ul lodenn vat anezhe (ha kalz a Henbrusianed) pagan e-pad pell: ar Samogitianed, da skouer, a chomas feal d’o feiz betek kreiz ar XVvet kantved a-c’hwael (roudoù a baganelezh zo chomet e Lituania hag e Prusia e-pad pell).

Abalamour d’ar c’hroaziadegoù-se ha da zoareoù an Alamaned war-lerc’h o deus bet ar Valted droug ouzh ar re-mañ diwezhañ e-pad pell.