Lizheroù Paol
Lizheroù Paol zo un dastumad lizheroù skrivet gant Paol Tars da gristenien eus meur a gumuniezh er Iañ kantved. Kavet e vezont en Testamant Nevez, er rann Lizheroù an Ebestel. Re Paol avat eo ar re niverusañ eus ar rann-se.
Embannadurioù brezhonek
Embannet int bet e meur a wech e brezhoneg abaoe an XIXvet kanved :
- en Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist, e 1827 ,
- er Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, e 1866,
- e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad e 1897 ,
- en Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ e 1927,
- gant Al Liamm e 1971. Kavet e vezont en embannadur Al Liamm dindan an titl Lizheroù Sant Paol[1].
- gant Kenvreuriez ar Brezoneg e 1988[2].
- gant Pêr Guichou e 2002[3].
Al lizheroù
Setu roll al lizheroù:
- Al lizher d'ar Romaned (Rom)[4]
- Al lizher kentañ d'ar Gorintidi (1 Kor)[5]
- An Eil lizher d'ar Gorintidi ( 2 Kor)[6]
- Al lizher d'ar C'halated (Gal)[7]
- Al lizher d'an Efezidi (Ef)[8]
- Al lizher d'ar Filipidi (Fil)[9]
- Al Lizher d'ar Goloseidi (Kol)[10]
- Al lizher kentañ d'an Desalonikidi(1 Tes)[11]
- An eil lizher d'an Desalonikidi(2 Tes)[12]
- Al lizher kentañ da Dimoteoz (1 Tim)[13]
- An eil lizher da Dimoteoz (2 Tim)[14]
- Al lizher da Ditoz (Tit)[15]
- Al lizher da Filemon (File)[16]
- Al lizher d'an Hebreed (He)[17]
An testennou kristen kentañ
An testennou kristen kentañ eo lizheroù Paol. Etre 51 ha 62 e skriv Paol d'e gumuniezhioù, hag el lizheroù-se e kaver kentañ prederiadenn teologel vraz istor an Iliz.
Hervez ar biblour Alain Marchadour : "Skrivet int bet gand Paol evid degemererien resiz, dreist-oll kumuniziou savet gantañ. Hini ebed anezo, zokén al lizer da Romiz, n'eo eul leor teologiez prientet en eur gambr. Dindan pouez an degoueziou (pellder, eun dra komprenet fall, ar c'hoant d'en em zisplega, ha da lakaad da gredi...) e kas Paol kelou d'eur gumuniez[18]."
Seiz lizher a zo anavezet, gant an ispisialourien, evit bezañ bet skrivet gant Paol : al lizher kentañ d'an Desalonikidi, an daou lizher d'ar Gorintidi, al liziri d'ar Filipidi, da Filemon, da C'halated ha da Romaned. Ar re all, heb bezañ marteze war-eeun eus dorn Paol[19], "a zo kempoell gand teologiez hag herez an Abostol, dre zorn sekretourien pe ziskibien[18]."
Ar mare ma oant bet savet
En e zigoradur skriv Maodez Glanndour : "Ur fazi e vefe lenn Lizheroù Sant Paol diouzh ar renk o devez en dornskridoù kozh ha diwar-se e mouladurioù an Testamant Nevez. Rak diouzh o hirder int bet steudet, hep derc'hel kont eus ar mare ma oant bet savet. Evel-se eo an hini ponnerañ-holl a gavomp da gentañ, al lizher d'ar Romaned, ha war e-lerc'h emañ al lizheroù d'ar Gorintidi ha n'int ket ken aes-se kennebeud-all. Setu perak eo hon dever en Digoradur-mañ kemer Lizheroù Sant Paol diouzh o urzh istorek. Ha m'hor befe un ali da reiñ evit o studi, e kemerfemp moarvat da gentañ ar re ziwezhañ, al lizheroù Pastorel da Dimozeoz ha da Ditos, evit addont tamm-ha-tamm war-zu ar re vras[20]."
Setu an urzh kinniget gantañ : Al lizheroù d'an Desalonikidi ; Al lizheroù d'ar Gorintidi ; Al lizher d'ar Chalated ; Al lizher d'ar Romaned ; Lizheroù Paol prizoniet (al lizher d'ar Filipidi ; al lizher d'ar Golosidi ; al lizher d'an Efezidi ; Al lizher da Filemon) ; al lizheroù pastorel.
Sellout ar pennad a-zivout Al lizher d'an Hebreed evit kompren e blas e-touez lizheroù Sant Paol.
Setu urzh kronologek al lizheroù roet gant André Chouraki en e droidigezh eus ar Bibl[21]:
- Lizheroù d'an Desalonikidi : 50-51
- Lizher Filipidi : 55-57
- Lizher d'ar C'halated : 55-57
- Lizhiri d'ar Gorintidi : 55-57
- Lizher d'ar Romaned : 57-58
- Lizher d'ar Goloseidi : 61-63
- Lizher d'an Efezidi : 61-63
- Lizher da Filmon :61-63
- Kentañ lizher da Dimozeoz : 63-65
- Lizher da Ditoz :63-65
- Eil lizher da Dimozeoz :64-66