Loeiz-Fulup Iañ

Louis-Philippe d’Orléans, pe Louis-Philippe Iañ, pe Loeiz-Fulup Iañ, pe Loeiz-Fulup Orleañs, ganet d'ar 6 a viz Here 1773 e Pariz (Bro-C'hall) ha marvet d'ar 26 a viz Eost 1850 e Claremont e Surrey (Bro-Saoz), a voe an diwezhañ roue e Bro-C'hall. Anvet e voe da roue e 1830 ha diskaret gant Dispac'h 1848.

Loeiz-Fulup Iañ, Roue ar C'hallaoued

Mab e oa da Louis Philippe d'Orléans (1747-1793), dug Chartrez, ha goude dug Orleañs (1785-1793), deuet da vout Philippe Égalité goude 1792.

Dimezet e oa da Maria Amalia Teresa an Div Sikilia (1782−1866).

Bugale

Dek bugel en doe gant e wreg, daou a varvas en-vugale.

AnvPoltredGanetMarvetNotennom
Ferdinand-Philippe 3 Gwengolo 181013 Gouhere 1842Priñs roueel ha dug Orléans, dimezet da Helene zu Mecklenburg-Schwerin, ha bugale dezho.
Louise 3 Ebrel 181211 Here]] 1850Kentañ rouanez ar Velged. Dimezet da Leopold Iañ Belgia, ha bugale dezho.
Marie 12 Ebrel 18136 Genver 1839Dimezet da Alexander Friedrich Wilhelm von Württemberg (1804-1881), ha bugale dezho.
Louis 25 Here 18146 Mezheven 1896Dug Nemours. Dimezet da Victoire von Sachsen-Coburg-Gotha, ha bugale dezho.
Françoise 28 Meurzh 181620 Mae 1818
Clémentine 3 Mezheven 181716 C'hwevrer [[1907}}. Dimezet da Auguste von Sachsen-Coburg, ha bugale dezho.
François 14 Eost 181816 Mezheven 1900Priñs Joinville. Dimezet da Francisca de Bragança, ha bugale dezho.
Charles 1añ Genver 182025 Gouere 1828Dug Pentevr.
Henri 16 Genver [[1822}}7 Mae 1897Dug Aumale. Dimezet da Marie-Caroline de Bourbon-Siciles.
Antoine [[31 Gouhere 1824}}[[4 C'hwevrer 1890}}Dug Montpensier, dimezet da Louise-Ferdinande de Bourbon, ha bugale dezho.