Manitoba

Manitoba
Banniel ManitobaArdamezioù Manitoba
Banniel ManitobaArdamezioù Manitoba
Sturienn: Gloriosus et Liber (Latin: Glorius ha dieub)
Kartenn Kanada gant Manitoba lakaet war-wel
Yezh(où) ofisielSaozneg ha galleg, abaoe 1982
BleuniennKrokuz ar C'heoteg
GwezennSpruñs gwenn
EvnKaouenn lapon
Kêr-bennWinnipeg
Kêr vrasañWinnipeg
Letanant-GouarnourJanice Filmon
Kentañ MinistrHeather Stefanson (PC)
Dileuridi er Parlamant
 • sezioù e Ti ar C'humunioù
 • sezioù er Sened

14
6
Gorread
Hollad
 • Douar
 • Dour  (% an holladl) 
Renk 8vet
647,797 km²
553,556 km²
94,241 km² (14.5%)
Poblañs
 • Hollad (2006)
 • Stankter
Renk 5vet
1,177,765
1.82/km²
KDK (2005)
 • Hollad
 • Dre zen

$41.933 miliard (6vet)
$35,609 (10vet)
Kengevread15 a viz Gouere, 1870 (5vet)
Gwerzhid-eurUTC-6
Berradurioù
 • Post
 • ISO 3166-2
 • Kod post

MB
CA-MB
Lec'hiennwww.gov.mb.ca
Kontet eo an tiriadoù er renkadurioù

Manitoba a zo unan eus 10 proviñs Kanada. E-kreiz ar vro emañ ha Winnipeg eo ar gêr-benn.

Talvezout a ra he anv kement ha "Tremen ar Spered Meur" e krieg. Dont a reas da vezañ 5vet proviñs Kanada d'ar 5 a viz Gouere 1870.

Ouzhpenn kant dek mil lenn a zo, hag un hinad kevandirel he deus. Pouezhus eo ar gounezerezh evit he armerzh.

Loened ha plant

Goloet eo Reter, Gevred ha Norzh Manitoba gant ar goadeg hanternozel avalpineged hag ar muskeg. El lodenn hanternozelañ eus ar broviñs, a-hed Bae Hudson, e kaver toundra. Goloiñ a ra ar c'hoadeier tro-dro 263 000 km2, da lavaret eo 48 % eus gorread ar vro. Er goadeg ez eus pin, pruñs, melez, elv, bezv. Pradeier vras a zo er Su.

Stank eo an arzhed gwenn e Norzh Manitoba.

Niverus eo ar spesadoù loened e Manitoba. Anavezet eo evit kaout kalz arzhed gwenn ha « kêr-benn an arzh gwenn » eo Churchill. Kirvi-erc'h ha bleizi a zo ivez. Kalz naered eus ar genad Thamnophis a zo e-kichen Narcisse. Dreist da 145 spesad laboused he deus Manitoba, en o zouez ar gaouenn lapon, arouez ofisiel ar broviñs, hag ar falc'hun pirc'hirin. El lennoù ez eus kalz spesadoù pesked, evel an dluzhed, ar vekeded ha hiodon alosoides.

Ar gêr-benn

Winnipeg, kêr-benn Manitoba.

Winnipeg eo ar gêr-benn, hag eizhvet kêr Kanada eo. Sez ar gouarnamant, ar Vodadenn lezenniñ hag al Lez-broviñs eo. Peder eus pemp skol-veur ar broviñs a zo, hag ivez un aeborzh etrebroadel lec'h ma zeus ur bon nijerezioù eus an aerlu kanadian.


Liammoù diavaez