Marc'heien an Daol Grenn

Wikimedia roll

Marc'heien an Daol Grenn zo, e kelc'h lennegel Danvez Breizh, un urzh marc'heien karget gant ar Roue Arzhur da glask ar Graal ha da zifenn e rouantelezh. En em vodañ a reont ouzh an Daol Grenn evit aroueziañ an ingalded etrezo. Tudennoù pennañ ar c'helc'h arzhuriek zo anezho. E 1155 e kaver ar meneg skrivet kentañ anezho er Romant de Brut skrivet gant ar barzh norman Wace. Skignet eo bet ar vojenn arzhuriek en Europa a-bezh adalek fin an XIIvet kantved, dre oberenoù Chrestien de Troyes dreist-holl.

Ar Roue Arzhur hag e varc'heien en dornskrid italian eus an XIVvet kantved Klask ar Graal Santel

Kalz marc'heien disheñvel zo bet meneget gant an oberennoù o deus kontet o istor. Gallout a reont bezañ kerent da Arzhur, enebourien gozh bet adunvanet gantañ, tud eus Enez Vreizh pe eus broioù all. Ar re vrudetañ eo Lanselod, Peredur (?), Yvain (?), Gaovan, Kae, Tristan, Galaad hag an treitour Mordred.

E-barzh istorioù fin ar c'helc'h arzhuriek er XVvet kantved, en o zouez an oberenn bennañ Le Morte d'Arthur, eo torret an urzh e kavailhadoù hag a ra brezel an eil re d'ar re all pa'z eo dizoloet an avoultradenn etre Lanselod hag ar rouanez Gwenivar, gwreg Arzhur.

Roll ar varc'heien vrudetañ

Marc'heien an Daol Grenn
Anv saoznek pe vrezhonekAnvioù allOberenn gentañ ma vezont menegetOberennoù krennamzerel allNotennoù
Accolon ?Sir Accolon of Gaulkelc'h Post-Vulgate, t-d XIIIvet kantvedLe Morte d'Arthurkaret gant Morgana, lazhet dre zarvoud en un duvell gant ar Roue Arzhur.
Aglovale ?Agloval, Sir Aglovale de GalisThe Life of Sir Aglovale de Galismab henañ Pellinore.
Agravain ?AgravaineLancelot-Graal, Le Morte d'Arthureil mab ar Roue Lot (eus Lothian pe Orkney) ha Morgause, c'hoar Arzhur.
ArzhurArzhur Pendragon, Arthur e saozneg ha galleg, Arturus e latin, Roue ArzhurY Gododdin, t-d VIvet kantvedkalzRoue meur ar Vretoned, rener Loegria hag aotroù Kamelot.
Bagdemagus ?Lanselod, marc'heg e garr, bloavezhioù 1170Tad Meleagant ha rener Gorre.
Bedivere ?Bedevere, Bedwyr e kembraeg, Bédoier e gallegPa Gwr yw y Porthawr, t-d an Xvet kantvedVita Cadoc, Kulhwch hag Olwen, Englynion y Beddau, Triadoù Enez Preden, Historia Regum Britanniae, Le Morte d'Arthur, kalz re allRo Kaledvoulc'h da Itron al Lenn endro ; breur Lucan.
Bors the Younger ?Bohort e gallegMab Bors an Henañ, tad Elyan ar Gwenn ; kenderc'hel a ra war-lerc'h Arzhur e skridoù zo.
Brunor ?Breunor le Noir, La Cote Male Taile ("The Badly-shaped Coat")Marc'heg gant dilhad e dad muntret war e gein; breur Dinadan ha Daniel.
Cador ?(latin: Cadorius)Historia Regum Britanniae, Hunvre Rhonabwydesavet Gwenivar gantañ, tad Constantine; taolet evel kenderv Arzhur e skridoù zo.
Calogrenant ?ColgrevanceYvain ou le Chevalier au lion, bloavezhioù 1170Le Morte d'ArthurKenderv an aotroù Yvain.
Karadeglatin: Caractacus, kembraeg : Caradog Freichfras, hag a dalv Karadog e vrec'h kreñv, saozneg : Caradoc ha Carados of Scotland, galleg : Carados BriefbrasPerceval, the Story of the Grail, ar MabinogiRebellet en doe enep Arzhur pa voe eñ deuet roue, ha goude e skoazias anezhañ. Div dudenn a-wechoù : Karadog an Henañ (ur roue) ha Karadog ar Yaouankañ (ur marc'heg).
ClaudinLancelot-Grail, Le Morte d'ArthurMab vertuzus d'ar roue fallakr Claudas.
Konstantin III PredenHistoria Regum Britanniae, t-d. 1136Le Morte d'Arthurkenderv Arzhur hag an hini war e lerc'h war an tron; mab Cador.
Dagonetfarouell Arzhur.
Daniel von BlumenthalDaniel von Blumenthal, 1220marc'heg kavet e ganadur Arzhur el lennegezh alamanek.
DinadanKomz-plaen Tristan, bloavezhioù 1230Le Morte d'Arthurmab an Aotroù Brunor an henañ.
Ector ?Hector, Antor, EctoriusLancelot-Graal, deroù XIIIvet kantvedLe Morte d'Arthurdesavet Arzhur gantaañ dre urzh Marzhin ; tad Kae.
Elyan the White ?galleg : Helyan le BlancMab Bors
Erec ?N'eo ket sklaer ; e Erec et Enide evit ar wech kentañ, t-d 1170Gwelout Geraint ac EnidMab Roue Lac.
Esclaborroue Saracen en harlu ; tad Palamedes, Safir ha Segwarides.
FeirefizParzival gant Wolfram von Eschenbach, deroù an XIIIvet kantvedHantervreur Percival; niz Arzhur.
Gaheris ?Le Morte d'Arthurmab ar Roue Lot ha Morgause, breur Gaovan, Agravaine ha Gareth, hag hantervreur Mordred.
GalaadLancelot-Graal, deroù an XIIIvet kantvedkelc'h Post-Vulgate, Le Morte d'Arthurmab bastard an Aotroù Lanselod hag Elaine of Corbenic ; bet kavet gantañ ar Graal Santel
Galehault ?Galehalt, GalehautLancelot-Graal, deroù XIIIvet kantvedur roue estren hanter-ramz, bet enebour ar Roue Arzhur ha deuet da vezañ tost ouzh Lanselod.
Galeschin ?GaleshinEr c'helc'h VulgateMab Elaine of Garlot hag ar roue [Budig II Breizh]]; niz Arzhur.
Gareth ?Beaumains e gallegLe Morte d'Arthur, Idylls of the Kingur mab all d'ar Roue Lot ha da Morgause ; e kartantez gant Lyonesse.
Gaovanlatin: Walwanus, kembraeg : Gwalchmai, iwerzhoneg : BalbhuaidhKulhwch hag Olwen, td. XIvet kantvedConte du Graal, kelc'h Lancelot-Graal, Komz-plaen Tristan,Sir Gawain and the Green Knight, Le Morte d'Arthur ha kalz romantoù berr e saozneg grennur mab all d'ar Roue Lot ha da Morgause ; tad Gingalain.
GeraintGeraint ac Enidkarantez Enid.
Gingalain ?Guinglain, Gingalin, Gliglois, Wigalois, etc., Le Bel Inconnu pe The Fair Unknown ivezLe Bel InconnuMab Gaovan.
Gornemant ?GurnemanzPerceval, the Story of the GrailParzivalMentor Perceval.
Griflet ?Girflet, JaufreJaufréur c'henderv da Lucan ha Bedivere.
Hector de MarisEctor de MarisQuest du Saint Graal (kelc'h Vulgate)hanter-vreur Lanselod, mab d'ar Roue Ban ; Bors ha Lionel eo e gendirvi.
Hoelkembraeg : Hywel fab Emyr Llydaw, HowelHunvre Rhonabwy, Geraint ac EnidMab Budig II Breizh ; tad sant Tudwal.
Kaekembraeg : Cai, latin: CaiusPa Gur yv y porthaur? Xvet kantvedkalzMab da Ector, advreur Arzhur.
Lamorak ?Komz-plaen Tristan, t-d. 1235kelc'h Lancelot-Graalmab ar roue Pellinore, breur Tor, Aglovale, Percival ha Dindrane ; karantez Morgause.
LanselodLancelot du Lac, Lancelot of the Lake, LauncelotÉrec et Énide, t-d 1170Lanselod, marc'heg e garr, Lancelot-Graal, kalz re allMab ar Roue Ban eus Bro-C'hall, brudet evit bezañ kemeret ar rouanez Gwenivar evel pried kleiz, tad Galaad ; ar marc'heg pennañ er romantoù diwezhañ.
Lanval ?Landevale, Launfal, LambewellLanval gant Marie de France, fin an XIIvet kantvedSir Landevale, Sir Launfal, Sir LambewellEnebour da Wenivar.
Leodegrance ?Leondegrancetad Gwenivar, roue Cameliard (?).
Lionel ?Lancelot-Graal, deroù an XIIIvet kantvedmab ar Roue Bors eus Gaunnes (pe Galia) ha breur Bors ar Yaouankañ.
LucanSir Lucan the ButlerLe Morte d'Arthurservijour ar Roue Arzhur ; breur Bedivere, kenderv Griflet.
Maleagant ?Malagant, Meleagant, marteze Melwasn'ouzher ket, un dudenn heñvel anvet "Melwas" a zo en oberenn Buhez Gweltaz er XIIvet kantvedLancelot-Graal, kelc'h Post-Vulgate, Le Morte d'Arthurskraper Gwenivar.
MordredModred, kembraeg : Medrawd, latin: MedrautAnnales Cambriae, t-d. 970kalze troioù-kaer an Daol Grenn eo mab anpriedel Azhur ha Morgause.
Morholt ?Marhalt, Morold, Marhausbarzhonegoù Tristan gant Béroul ha Thomaz Bro-Saoz, XIIvet kantvedbarzhonegoù Tristan gant Eilhart von Oberge, Gottfried von Strassburg, Komz-plaen Tristan, Post-Vulgate, Le Morte d'Arthurmarc'heg iwerzhonat, enebour Tristan hag eontr Izold.
MorienMoriaenmarc'hegiezh nederlandek Morien, XIIIvet kantvedMab Aglovale hanter-vorian.
PalamedesSarazin, mab ar Roue Esclabor, breur Safir ha Segwarides.
Pelleas ?Pelliaskelc'h Post-Vulgate, bloavezhioù 1230Le Morte d'ArthurE karantez gant Ettarre, ha goude karet gant Nimue.
Pellinore ?Lancelot-Graal, kelc'h Post-VulgateRoue Listenoise ha mignon da Arzhur.
Percival ?kembraeg : Peredur ; Perceval, ParzifalPercival e-barzh Erec et Enide, t-d. 1170Perceval, the Story of the Grail, Lancelot-Graal, kalz re allKavet gantañ ar Graal Santel ; mab ar roue Pellinore gant kontadennoù ao.
Safir ?Le Morte d'Arthur gant Thomas Malory, Komz-plaen TristanMab ar roue Esclabor ; breur Segwarides ha Palamedes.
Sagramore ?SagramorLancelot-Graal, kelc'h Post-Vulgate, Komz-plaen Tristan, Le Morte d'Arthurmarc'heg hollvezant an Daol Grenn ; meur a istor ha orin a zo lakaet en e gont.
SegwaridesLe Morte d'Arthur, Komz-plaen ''Tristan''mab Esclabor; breur Safir ha Palamedes.
Tor ?Le Morte d'ArthurMab ar Rou Ars, advabed gant Pellinore.
Tristanlatin/predeneg : Drustanus; kembraeg : Drystan; portugaleg : Tristão; spagnoleg : Tristán ; Tristran, Tristram, etc.Roman de Tristan gant Beroulan daou Folies Tristans, Chevrefeuil gant Marie de France, Eilhart von Oberge, Gottfried von Strassburg, Komz-plaen Tristan, kelc'h Post-Vulgate, Le Morte d'ArthurMab pe kar da Roue Marc'h, karantez Izold.
UrienUrienstudenn istorelTriadoù Enez PredenRoue Rheged (pe Gorre), tad Yvain (Owain mab Urien) ha pried Morgana.
Yvain ?kembraeg : Owain ; Ywain, Ewain or Uwaintennet eus an dudenn istorel Owain mab UrienHistoria Brittonum, Yvain ou le Chevalier au lionMab d'ar roue Urien
Yvain the Bastard ?Ywain the Adventurous, Uwain le AvoutresMab anpriedel Urien