Nouméa

kumun Bro-C'hall

Nouméa eo kêr-benn Kanaky. Lec'hiet emañ war aod mervent an enez pennañ. 163 723 a dud a oa o chom enni hag en trowardroioù e 2009, ar pezh a war-dro div drederenn eus hollad an tiriad a-bezh. Tud a orin europat eo al lodenn bennañ eus an annezidi (43,4%), hag ar Ganaked da eil gant 25,2%.

Gwel eus kêr.

An anv

Betek 1866 e oa anvet Port-de-France. Dont a ra an anv Nouméa eus ar yezh a vez komzet dre eno, an Nd(r)umbea. Ar gêr nes Dumbéa a zeu hec'h anv eus hini ar bobl a gomz ar yezh-se.

Tud

Bet ganet eno

Francis Carco
  • Francis Carco (1886), barzh ha kazetenner
  • Jacques Lafleur (1932), penn-embregerezh ha politikour
  • Colin Higgins (1941), sevener, senarioour ha produer stadunanat
  • Marie-France Cubadda (1947), kazetennerez ha kinnigerez skinwel
  • Bernard Berger (1957), senarioour ha tresour bannoù-treset
  • Antoine Kombouaré (1963), melldroader ha gourdoner
  • Robert Teriitehau (1966), plankenner-dre-lien

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.