Plouha

kumun Aodoù-an-Arvor

Plouha a zo ur gumun hag ur penn-kanton eus Breizh, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor.

Plouha
Aod Plouha e Brec'heg.
Aod Plouha e Brec'heg.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Plouha
Bro istorelBro-Sant-Brieg (Goueloù)
Melestradurezh
DepartamantAodoù-an-Arvor
ArondisamantSant-Brieg
KantonPlouha (pennlec'h)
Kod kumun22222
Kod post22580
Maer
Amzer gefridi
Xavier Compain
Kerzu 2021-2026
EtrekumuniezhLeñv Arvor Kumuniezh
Bro velestradurelBro Gwengamp
Lec'hienn web(fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs4 560 ann. (2020)[1]
Stankter114 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ Norzh
2° 56′ Kornôg
/ 48.68, -2.93
Uhelderioùkreiz-kêr : 108 m
bihanañ 0 m — brasañ 109 m
Gorread39,97 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plouha

Douaroniezh

"Beg ar C'hastell" eo an tornaod uhelañ e Breizh (104 m uhel) hag evel-just, a-hed an aod ez eus "gwenodennoù maltouterien" evit ober pourmenadennoù plijus (he zornaodoù zo un tammig heñvel ouzh reoù Iwerzhon).

  • Meur a aod-traezh zo e Plouha evit neuial, c'hoari pe ober sport : aod ar Palud, aod Brec'heg, traezhenn Bonaparte (a-raok e oa anvet "ouf Cochat"), Ouf Gwin Zegal hag Ouf Porzh Moger.

Anv

Stummoù skrivet

  • Erwan Vallerie (1995) ː Ploeaza, 1198; Plohaza, 1198; Ploaha, 1202; Plohaac, 1202; Ploaza, 1259; Ploaha, 1266; Ploaza, 1267; Plooza, 1362; Ploehaha, pe Plochaha, 1364; Ploaha, 1420; Ploaha, Ploeha, 1428; Ploha, 1437; Ploeaza, 1453; Ploeaha, 1494; Plouha, 1516; Plourha, 1630.

Gerdarzh

Etimologiezh (an hini gwirheñvelañ): an anv Plouha a zeufe deus ar gerioù "Plou-" (pleb) hag eus an anv "Aza" pe "Adda" (stum predenek an anv biblek "Adam"). An anv "Plouha" a zo bet implijet abaoe 1575.An dud a zo anvet : Plouahad / Plouahiz - Plouhaez / Plouhaezed. (Daveoù a vank).

Ardamezioù

Rannet :

- ouzh 1 : en gul e seizh mailhenn en aour, 3, 3, 1;

- ouzh 2 : en glazur, e seizh bezantenn en aour, 3, 3, 1; e gab en aour

Istor

Ragistor

Krennamzer

  • Ar wech kentañ a oa bet meneget Plouha a oa e 1198 met ar gumun a oa poblet abaoe pell.
  • E-pad ar grennamzer (abaoe an XIIvet kantved) e oa renet al lec'h gant Konted Goueloù (gante e oa bet lakaet sevel iliz ar bourk da skouer).

Prantad modern

Dispac'h Gall

  • Da vare an Dispac'h bras a oa bet kreñv ar chouanerezh e Plouha. E miz meurzh 1794 e oa 1 000 chouan bennak o c'hortoz listri o tont eus Bro-Saoz evit kavout tud ouzhpenn hag armoù evit en em gannañ, met ne oa ket deuet a-benn al listri da dostaat da aodañ. A-benn ar fin e oa bet paket ar chouanted gant ar republikaned ha goude an emgann a oa bet strewet.
  • Diwezhatoc'h, e 1800, e oa bet preizhet tiez ar geodedourien gant ur strollad chouaned hag an dud a oa bet drouklazhet (unan a oa bet douaret ent-bev zoken).

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 168 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,94% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].

Eil Brezel-bed

  • Mervel a reas 68 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
  • E-pad an Eil Brezel-bed o doa aozet ha renet ar «rouedad "Shelburn"» gant daou baotr eus Kebek, Lucien Dumais ha Raymond Labrosse, eus an "MI9" (Servijoù Sekred Breizh-Veur). Ar pal e oa adpakout hag adkas da Vreizh-Veur al levierien diskaret gant an Alamaned a-us Bro C'hall pe Breizh.
  • E Plouha e oa an ti (anv kod: «Ti Alfoñs») el lec'h ma veze kaset ha bodet al levierien, goude-se e vezent heñchet dre al lanneier gant tud deus Plouha betek oufig Cochat (anv kod: «traezhenn Bonaparte»). Ac'hane e vezent kaset kuit da Vreizh-veur gant ur gorvetenn (ar gorvetenn-se a oa sturiet gant sturiet gant David Leslie Birkin, tad-kozh Jane Birkin). A-benn ar fin eo 138 levier a oa bet treuzkazet e-giz-se betek Breizh-Veur. Hirie an deiz e c'haller bepred mont war roudoù an dud-se dre gwenojennoù istorel, plijus ha brav.
  • D’ar 25 a viz Mae 1944 e voe taget e voe an ti-post, gant seizh pe eizh ezel eus ar Rezistañs moarvat, met an archerion c'hall a erruas kerkent, tennoù a voe hag un archer a varvas an deiz war-lerc'h en ospital Sant-Brieg, hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[3].

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina
  • Mervel a reas tri soudard.
Brezel Aljeria
  • Mervel a reas daou soudard.

Monumantoù ha traoù heverk

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

Prizioù dazont ar brezhoneg

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Tud

Tud ganet eno

Ardamezeg ar familhoù

Calloët,

Aotrounez Kermaria ha Lizandré

En aour e dreustell en glazur, leinet gant ur voualc'henn ivez en glazur
du Quélenec

Aotrounez Kerjolly ha Kersalic

En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour

Gevelliñ

BroKêrAbaoe
IwerzhonCill Orglan1999
GalizaPalas de Rei2003

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Notennoù ha daveoù