Proviñs Lleida

Proviñs Lleida (Província de Lleida e katalaneg, stumm ofisiel abaoe 1992[1]; Província de Lhèida en okitaneg aranek; Provincia de Lérida e kastilhaneg, stumm diofisiel) zo unan eus an 50 proviñs zo e Spagn, e gwalarn Kumuniezh Emren Katalonia, ha kêr Lleida eo ar gêr-benn. 229 c'humun zo er broviñs, ha 443 032 a dud o chom enni e 2010, ha gant-se eo an nebeutañ tudet eus peder froviñs Katalonia. En hanternoz ar broviñs ivez emañ ar Val d'Aran, ur saonenn okitanek ma komzer araneg.

Proviñs Lleida

En-dro dezhi

En-dro dezhi emañ :

Komarkoù

  • Alta Ribagorça
  • Alt Urgell
  • Baixa Cerdanya (lodenn ar c'huzh-heol)
  • Garrigues
  • Noguera
  • Pallars Jussà
  • Pallars Sobirà
  • Pla d'Urgell
  • Segarra
  • Segrià
  • Solsonès
  • Urgell
  • Val d'Aran

Ouzhpenn-se emañ kumun Gósol e Proviñs Lleida, eviti da vezañ ivez e komark Berguedà hag a zo e Proviñs Barcelona.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù