Riyadh

Riyadh (الرياض ar-Riyāḍ, « al liorzhoù ») eo kêr-benn rouantelezh Arabia Saoudat. E-kreiz ledenez Arabia emañ ar gêr. 7,9 milion a dud a oa o chom enni e 2019, trede kêr vrasañ ar Reter-Kreiz eo.

Ur gwell eus Riyadh e 2018

Poblañsouriezh

BloavezhPoblañs
18627 500
193530 000
1960150 000
1970370 000
1972500 000
1974650 000
19881 500 000
19902 000 000
19972 800 000
20074 200 000
20105 188 000
20135 700 000
20156 152 180

Adalek ar bloavezhioù 1980 e kresk fonnus ar boblañs abalamour da leve an tireoul.

Hin

Un hin dezerzhel he deus Riyadh. 114 mm a c'hlav a vez bep bloaz, e miz Meurzh hag Ebrel. En amzer sec'h, eus miz Even betek miz Gwengolo, e ya alies-tre ar gwrezverk en tu all da 45°C. Korventennoù-traezh taer a vez er goañv dreist-holl.

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.