Ruud Lubbers
Rudolphus Franciscus Marie Lubbers, anavezetoc'h evel Ruud Lubbers, (7 Mae 1939 – 14 C'hwevrer 2018) a oa ur politiker izelvroat a voe Kentañ Ministr an Izelvroioù etre 1982 ha 1994.
Ganet e voe e Rotterdam. Ezel e voe eus ar strollad Katholieke Volkspartij etre 1964 ha 1980, hag eus ar strollad Christen-Democratisch Appèl goude 1980. Ministr e voe etre 1973 ha 1977, e gouarnamant Joop den Uyl. Hag anvet e voe da gentañ ministr e 1982, e penn un emglev eus an tu kreiz-dehoù.
Dilezet en doa ar politikerezh e 1994, goude tremen unnek vloaz e penn an Izelvroioù. E 2001 e oa bet anvet da gomiser uhel evit ar repuidi en Aozadur ar Broadoù Unanet, en ur post ma chomas betek 2005.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle