Sac'ha
Republik Sac'ha (e yakouteg: Саха Өрөспүүбүлүкэтэ, Sac'ha Öröspübülükete; e rusianeg: Республика Саха, Respoublika Sac'ha), anavezet ivez gant an anv Yakoutia (rusianeg: Якутия, Yakoutiya) a zo unan eus Republikoù Kevread Rusia. E biz Sibiria emañ lec'hiet. Yakoutsk eo ar gêr-benn. Gant 3 083 523 km² ez eus anezhi an unvez velestradurel vrasañ eus ar bed hag an eizhvet tiriad brasañ eus ar bed (brasoc'h eget Arc'hantina da skouer). Daoust da se n'eus nemet en tu-mañ da 1 milion a dud o vevañ enni, abalamour d'ar garv m'eo an hin dre eno. An hanter eus ar boblañs (49,9%) a zo Yakouted, ur bobl durkek, 37,5% a zo Rusianed (hervez niveradeg 2010).
Liammoù diavaez
- (ru) (en) (sah) Lec'hienn ofisiel ar gouarnamant
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle