Santones (e latin) pe Santoned eo anv ar bobl c'halian a oa o vevañ e kornôg Galia, etre bro ar Biktoned hag aber ar Gironde.
Meneget int e skridoù Klaudios Ptolemaios a rae anv eus ar Σάντονες, Σάντωνες, Σάντονοι (santones pe santonoi) evel unan eus pobloù Gallia Aquitania. Hervez an douaroniour gresian e oa o c'hêr-benn e Mediolanum Santonum (Saintes hiziv). Hervez Caesar avat e oant unan eus pobloù Gallia Celtica pe Gallia Lugdunensis. Harpet e voe Caesar gant an div bobl Santones ha Pictones en e vrezel a-enep ar Weneted, pa voe pourchaset listri ganto d'ar Romaned. E-pad emsavadeg Vercingetorix ouzh ar Romaned e voe kaset un daouzek mil den gant ar Santones da harpañ nerzhioù ar penn meur galian, e sez Alesia[1].
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) * Dizalbad Roma (-390) * Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa * Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) * Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) * Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) * Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)