Sizailh

Ur sizailh zo ur benveg gant div aotenn lemm, staget dre ar c'hreiz, da droc'hañ danvez pe blev, pe paper a-wechoù.

Sizailhoù. 1. Sizailh tapiser arrebeuri. 2. Sizailh da droc'hañ danvez 3. Sizailh da droc'hañ paper.


Kemeniñ

Gant an nadoz eo unan eus binvioù ar c'hemener.

Keginañ

Keginerien zo o devez ur sizailh da droc'hañ kig. Surjianed ivez.

Istor

Sizailh eus an IIvet kantved kent JK, eus Trebizond, en Azia Vihanañ. Metropolitan Museum, New York City .
Sizailh a Vro-Sina, eus an dierniezh Tang (618-907)

Ar sizailh divaotennek staget en o c'hreiz a vije bet ijinet war-dro 100 goude JK en impalaeriezh roman. Anavet e oant ivez er Reter Pellañ. Servij a raent da gentañ da droc'hañ gloan diwar gein an deñved.
Adal an IXvet kantved e oant binvioù ordinal en Europa hag Azia.

Ar c'hentañ sizailhoù evit kleizarded zo bet aozet war-dro 1880.


Yezh

  • Diwar levezon ar galleg e kred lod n'eo ket ur ger unan: pa vez lavaret sizailhoù e komzer eus daou venveg, ha n'eo ket eus unan.
  • Tud zo a ra meskaj gant ar gerioù sizailh ha kizell, abalamour moarvat ma n'eus nemet ur ger e galleg evit an daou venveg.