Sushi

Sushi (japaneg :寿司) a reer eus ur meuz a Japan. Unan eus ar meuzioù japanat brudetañ e diavaez ar vro eo. Ne ouezer ket pevare e voe krouet. Marteze a-walc'h e-tro ar Vvet kantved, pa grogas Japaniz da c'hounit riz.

Meur a seurt sushi
Keginerien o fardañ sushi en ur preti e Japan

Sushi a farder diwar riz, ha n'eo ket diwar besked. Riz a galite a ranker kaout. Gant gwinegr e vez mesket, d'e veskañ gant a bep seurt aozennoù all. E Japan e veze implijet ar riz da virout ar boued.

Sushi liesseurt

Seurtoù sushi

Meur a seurt sushi a zo, en o zouez :

Nigirizushi

  • nigirizushi (握り寿司, sushi treut) : ur bouloutenn riz gwinegret (shari) neta warni : da lavaret eo un drailhenn pesk kriz pe poazh, met ivez chifretez, krank, alumenn-vioù, legumaj, teureug pe a bep seurt traoù all. Un tamm bihan wasabi a ouzhpenner ivez.
  • gunkanmaki (軍艦巻, roll « lestr brezel ») a zo ur seurt nigirizushi heñvel ouzh makizushi (maki, , roll). Ur bouloutenn riz gronnet en un tamm bezhin nori 4 cm anezhañ eo. Warni e lakaer a bep seurt aozennoù, evel vioù pesked da skouer.
  • temarizushi (手まり寿司, sushi temari) a zo ur seurt sushi stumm un hirgelc'h dezhañ. « Temari » (手まり, bolotenn dorn, evel handball) a oa ur volotenn ha na veze implijet nemet gant merc'hed, hag ar re-se a veze o c'hoari hag o kanañ tra ma lakaent ar volotenn da adlammat war al leur. Daoust ma n'eo ket anavezet kalz en Europa ez eo ur seurt sushi a gaver alies e Japan, rak aes-tre eo da fardañ.

Makizushi

  • makizushi (巻き寿司) a farder diwar un tamm bezhin sec'h (nori) ledet warnañ ur gwiskad riz, legumaj hag un tamm pesk. Ur wech aozet ar meuz e roller anezhañ hag e peger anezhañ dre c'hlebiañ an tamm bezhin. Goude-se e troc'her anezhañ e drailhennoù : re hoso-makizushi (2cm treuzkiz), re naka-makizushi (3cm treuzkiz) ha re futo-makizushi (4cm treuzkiz). E Kalifornia e farder ura-makizuchi, da lavaret eo ec'h ouzhpenner ur gwiskad riz war an tamm nori. Damheñvel ouzh gimbap, ur meuz a Gorea, eo ar makizushi.
makizushi
Seurtoù maki
Akanasu maki赤茄子巻gant tomatez 
Ātichōku makiアーティチョーク巻gant artichaod 
Abocado makiアボカド巻gant avokadez 
Kappa makiかっぱ巻 pe 河童巻gant konkombrez, diwar anv Kappa a vije bet sot gant konkombrez
Karashina maki からしな巻 pe 芥子菜巻gant delioù sezo 
kimuchi makiキムチ巻gant kimchi (Kaol Sina goet evel e Korea
Nato maki納豆巻gant nato (soja goet e mod Japan) 
Oshinko makiお新香巻gant irvin iliet mod Sina
Shiitake makiシイタケ巻 pe 椎茸巻gant shiitake (togoù-touseg blazet)
Takenoko maki竹の子巻きgant tammoù bambouz 
Tamago maki玉子巻gant krampouezh-vioù 
Yakiakapiiman maki焼き赤ピーマン巻gant pebrennoù ruz kras
Yakikipiiman maki焼き黄ピーマン巻gant pebrennoù melen kras
Yakinasu maki焼き茄子巻gant berjinez kras 
Zukkīni makiズッキーニ巻gant kourjetez 
Kalifuorunia rōruカリフォルニアロールCalifornia roll, ledanoc'h, stumm un droellenn dezho
Maki gant pesked / kestrenneged / kregin
Ebi maki海老巻gant chifretez
Hamachi makigant glazenn
Hotategi makigant Krogenn-Sant-Jakez
Katakuchiiwashi makigant genougamm
Sappa makigant sardin
Suzuki makigant braog
Shake makigant eog
Tai makigant pirono
Tekka makigant toun
Tunamayo makiツナマヨ巻gant toun ha maionez
Unagi maki鰻巻gant sili

Ment ar maki :

  • Hoso maki, 細巻 : treuzkiz bihan (2-3cm)
  • Naka maki, 中巻 : treuzkiz krenn (3-4cm)
  • Futo maki,太巻 : treuzkiz bras (4-6cm)

Doareoù all :

  • Ura maki, 裏巻 : nori e diabarzh ar roll
  • Temaki, 手巻, e stumm ur pikern

Temakizushi

  • temakizushi (手巻き寿司, sushi rollet gant an daouarn) : ur pikern nori eo, ennañ riz hag aozennoù all (pesked, legumaj hag all).

Binvioù

Binvioù
AnvDisplegadenn
FukinDilhad
HangiriBarilh da fardañ riz
HochoKontilli
MakisuPallennig bambouz da rollañ sushi
RyoribashiBizhier da fardañ boued
ShamojiSpanell goad da veskañ riz
MakiyakinabePillig hirgarrezek da fardañ alumenn-vioù
OshizushihakoMoull da fardañ oshizushi


Notennoù


Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける