Taouarc'h
Taouarc'h, pe keuneud-douar, a vez graet eus an danvez a deu diwar geot brein en douaroù gleb, pe glebiennoù, a vez graet taouarc'hegi anezho.
A belec'h e teu an taouarc'h
Er geunioù ne beurvrein ket ar plant abalamour ma'z eo trenk an douar. Berniañ a ra kinvi, gwez, kebell-tousegi, kenkoulz evel korfoù marv amprevaned pe loened. Abalamour d'an diouer a aer, pe a oksigen en dour pe en douar gleb, n'a ket an holl draoù-se betek peurvreinañ.
Blaz an taouarc'h
Gant taouarc'h e vez sec'het an heiz a yelo d'ober wiski e kornioù zo eus Bro-Skos, en Inizi Gall. N'eo ket blaz an taouarc'h, met blaz ar moged diwar tan taouarc'h a vez kavet war un toullad wiskioù eus an inizi, an Talisker (eus Skye) pe Laphroaig, eus Islay da skouer.
- Mouded taouarc'h du lakaet da sec'hañ, d'ober danvez-tan.
- Taouarc'heg en Iwerzhon goude an dastum.
- Bern taouarc'h e Bro-Skos.
- En 1987 en "Ewiges Meer" (al Lenn Beurbadel), Friz ar Reter (Alamagn).
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle