Heiz

Heiz
Hordeum vulgare
Rummatadur Cronquist
Riezad :Plantae
Skourrad :Magnoliophyta
Kevrennad :Liliopsida
Urzhad :Poales
Kerentiad :Poaceae
Genad :Hordeum
Anv skiantel
Hordeum vulgare

L.

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Heiz (Hordeum vulgare) zo un ed implijet dreist-holl evit ar magadurez, ha d'ober malt. Ur blantenn eus ar c'herentiad Poaceae eo. Gant 560 000 km² ez eo ar pevare ed gounezet ar muiañ er bed[1]. Dont a ra diwar an heiz gouez (Hordeum spontaneum) ha diploid eo eveltañ. Dre ma c'hall an daou spesad parañ an eil gant an egile e vezont alies gwelet evel daou isspesad. An disheñvelder pouezusañ etrezo eo rachis bresk ar stumm gouez.

Greun heiz

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Istor

Heiz gouez a gaver e lec'hiennoù eus dibenn Henoadvezh ar maen er Reter-Nesañ, e-pad ar Natoufian met ar stumm-feurm kentañ a vez kavet e Siria. Unan eus an edoù gounezet kentañ e oa an heiz, asambles gant Triticum monococcum hag Triticum dicoccon[2].

Pouezus e oa an heiz en Henegipt ma veze implijet d'ober bara ha bier.

Kementadoù

Er bloaz 2021 ez eus bet kenderc'het 145 623 914,47 tonenn a heiz er bed war 48 941 020 ha, eleze un askorad a 29,75 c'hantolz dre hektar[3].

Setu amañ listenn ar broioù o deus kenderc'het muioc'h eget ur milion a donennoù heiz er bloaz 2021

Ar gounit heiz e 2016
Rusia17 995 908
Aostralia15 648 581
 Frañs11 321 320
 Alamagn10 411 100
Ukraina9 437 020
Spagn9 275 920
Rouantelezh-Unanet6 961 000
Kanada6 848 137
Turkia5 750 000
Arc'hantina4 036 130
Danmark3 462 170
 Polonia2 961 650
Iran2 814 264
 Maroko2 780 345
Stadoù-Unanet2 562 030
Kazakstan2 366 805
Etiopia2 350 000
 Sina2 000 000
Roumania1 981 030
 Republik Tchek1 749 130
 Hungaria1 711 630
 India1 660 000
 Iwerzhon1 506 410
Azerbaidjan1 116 729
 Italia1 091 970
Belarus1 077 000
Sveden1 060 400
Finland1 045 500
Mec'hiko1 032 812

Daveoù

  • Er pennad-mañ ez eus testennoù tennet eus 11vet embannadur an Encyclopædia Britannica, ur vammenn a zo en domani foran.

Notennoù


Sellit ouzh ar ger heiz er
wikeriadur, ar geriadur frank.