Vis-en-Artois

kumun Bro-C'hall
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kumunioù Frañs
AnvVis-en-Artois
RiezFrañs Frañs
RannvroHauts-de-France
Departamant Pas-de-Calais
Bro hengounel
ArondisamantArras
EtrekumuniezhCommunauté de communes Osartis
KantonVitry-en-Artois
Kod INSEE62864
Kod post62156
MaerChristian Thiévet
Amzer-gefridi2008-2014
Gorread6,42 km²
Led50° 14' 52" Norzh
Hed02° 56' 27" Reter
Uhelder kreiz68 m
Uhelder bihanañ46 m
Uhelder brasañ88 m
Poblañs hep kontoù doubl585 (2007)
Stankter91 a./km²
Lec'hienn ar gumunVis-en-Artois

Vis-en-Artois a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall).

An ti-kêr

Istor

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ: skoet-kriz eo bet Vis-en-Artois gant ar brezel:

  • adalek an 30 a viz Gwenholon 1914 eo dalc'het ar gumun gant an Alamaned, betek ma teu al Lu Kanadian da gas anezhe kuit d'ar 24 a viz Eost 1918;
  • distrujet razh e voe ar gêriadenn e-doug ar bloavezhioù 1917 ha 1918;
  • lod ag an annezidi a oa tec'het a-raok ma oa arruet an alouberion; ar re a oa chomet a voe kaset da La Glanerie, a zo e Belgia;
  • d'ar 24 a viz Gwenholon 1920, e voe lakaet kumun Vis-en-Artois war roll Urzh al Lu ha roet eo dezhi ar Groaz Brezel[1];
  • dont a reas Impalaer Alamagn Gwilhom II betek Vis da sellet ouzh Emgann Monchy-le-Preux;
  • tost-kenañ ha tre dirak al Linenn Hindenburg edo Vis;
  • adsavet e voe ar gêriadenn razh e-doug ar bloavezhioù 1920;
  • lid dizoloeiñ monumant ar re varv a voe d'an 10 a viz Eost 1924 .

Monumantoù ha traoù heverk

Iliz katolik e betoñs, savet goude ar Brezel bed kentañ

Bered ar C'hommonwealth: Vis-en-Artois British Cemetery

Bered ar C'hommonwealth:Vis-en-Artois British Cemetery
BroNiver a soudarded
Afrika ar Su2
Aostralia6
Kanada582
Rouantelezh-Unanet1 748
Dizanv4
Hollad2 342

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Vis-en-Artois hag Haucourt a voe kemeret gant Lu Kanada d'ar 27 a viz Eost 1918. Krouet e voe ar vered kerkent. Implijet e voe adalek dibenn miz Eost 1918 betek an hanter Here 1918. Douaret e voe enni 430 soudard, 297 anezhe eus Lu Kanada ha 55 anezhe eus ar 2nd Duke of Wellington's Regiment eus Lu ar Rouantelezh Unanet. Goude an arsav-brezel 11 a viz Du 1918, degaset e voe enni korfoù soudarded bet lazhet e-doug emgannoù mizioù Ebrel-Mezheven 1917, Eost ha Gwengolo 1918 ha reoù arall kemeret e beredoù bihan ag ar vro tro-dro[2].

Bered ar C'hommonwealth:Valley Cemetery

Bered ar C'hommonwealth Valley Cemetery
BroNiver a soudarded
Aostralia7
Kanada37
Rouantelezh-Unanet25
Hollad69

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Digoret e voe d'an 31 a viz Eost 1918 evit douarañ 31 soudard hag ofisour eus an 3rd Canadian Infantry Battalion marvet an deiz kent pa voe kemeret ar fozell Orix. Ouzhpennet e voe 10 bez e penn-kentañ miz Gwengolo. E 1924-1925 e voe degaset bezioù eus an tachennoù-emgann hag eus bered alaman Thilloy[3][4].

Douaroniezh

Emdroadur ar boblañs 1793-2007

[5]

Melestradurezh

Roll maered ar gumun
MareAnvStrolladKarg
Meurzh 2001Meurzh 2014Christian Thievet
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud dibar

Gevelliñ

Liammoù diavaez

Dave ha notennoù