Gwengolo

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Genver ·C'hwevrer ·Meurzh ·Ebrel ·Mae ·Mezheven ·Gouere ·Eost ·Gwengolo ·Here ·Du ·Kerzu
Gwengolo
1234567
891011121314
15161718192021
22232425262728
2930     


Navet miz ar bloaz eo miz Gwengolo en Deiziadur juluan evel en Deiziadur gregorian.

Gwengolo, e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486

Dont a rafe an anv eus ar c'holo a zo deuet gwenn ar parkeier war-lerc'h an eost.

Miz an distro d'al labour eo evit kalz a labourerien, evit ar skolidi hag ar studierien.

Deizioù a bouez

  • 21 : deiziad ofisiel an diskaramzer.
  • 29 : Gouel Mikael ; gwechall e oa en deiz-se e veze paeet ar feurm d'ar perc'henn

Krennlavaroù

  • « Da viz Gwengolo / E teu dour er poulloù
  • « E miz Gwengolo / En abardaez 'mañ an dorno »
  • « Gounid ouzh diskar loar Gwengolo / Ne vez na greun na kolo »
  • « Gourmikaël hag an Ankoù / A laka kalz cheñchamantoù »
  • « Da c'houel sant Jili / E teu ar goañv e penn an ti »[1]
  • « Hiziv emañ gouel sant Jili / Kant levenez, mil prederi »
  • « Da c'houel Mazhev / Ar frouezh zo holl darev »[2]
  • « Glav, glav, ken e timezo merc'h ar Mazhev / Marc'h ar Mazhev zo dimezet, hag ar glav ne ehan ket »
  • « Da c'houel Mikael, da c'houloù-deiz / An Tri Roue 'vez er c'hreisteiz »[3],[4]
  • « E foar an Trokerezh / Un ebeul evit ur gwenneg »[5]
  • « Meurlarjez, Meurlarjez / Me 'garje 'vije bemdez / An eost div wech ar bloaz / Ha Gouel Mikael bep seizh vloaz »

Notennoù