X-SAMPA

X-SAMPA pe Extended SAM Phonetic Alphabet (X-SAMPA) ("Lizherenneg fonetik SAM ledanaet") a zo ur sistem evit gallout kas da-benn treuzskrivadennoù fonetik pe fonologek gant lizherennoù boutin al lizherenneg latin hep lizherennoù pe sinoù diakritek ispsial, da lâret eo oc'h ober gant an arouezennoù 7-bit an ASCII hepken.

Diorroet e oa bet e 1995 diwar ar sistem SAMPA kent gant John C. Wells, kelenner war ar fonetik e University of London, unan eus skolioù-meur Londrez. Pal pennañ X-SAMPA a oa unvaniñ an holl sistemoù SAMPA implijet evit treuzskrivañ bep ur yezh disheñvel a-benn krouiñ ur sistem unvan gouset da vezañ implijet evit treuzskrivañ sonioù holl yezhoù ar bed, kevatal ouzh al lizherenneg fonetik etrebroadel (LFE).

Roll alfabetek

Amañ e vez kavet roll an holl arouezennoù renket hervez urzh al lizherenneg gant bep o c'hevatalder hervez al LFE.

Notennoù

  • Kevatal eo talvoudegezh abn holl arouezennoù al LFE ha re X-SAMPA.
  • Gant X-SAMPA e vez implijet an arouzenn "\" evit krouiñ arouzennoù nevez, d.s. O a ra dave d'ur son disheñvel diouzh O\ hep liamm ebet kenetreze o-daou.
  • Hervez reolennoù X-SAMPA e vez skrivet ar sinoù diakritek diouzhtu war-lerc'h an arouezenn ma'z int stag oute etreget ar re-mañ: ~ (friadur; = (kensonenn silabennek) ha; ` (kensonenn tro-gil pe vogalenn rotek), stag ar re-mañ ouzh an arouezenn ma reont dave outi gant an arouezenn-liammañ ispisial _.
  • Gant X-SAMPA e vez implijet an hevelep arouezenn _ evit liammañ div elfenn ur gensonenn kendistaget.
  • Implijet e vez an niveroù _1 - _6 evit merkañ buan-ha-buan tonennoù resis kavet e yezhoù resis.

Arouezennoù diazezet war lizherennoù bihan

X-SAMPALFELFE (skeudenn)DeskrivadurSkouerioù
aa Vogalenn digor a-raok plaenGalleg dame [dam], Spagnoleg padre ["paD4e]
bb Kensonenn diweuz dre serriñ mouezhietSaozneg bed [bEd], Galleg bon [bO~]
b_<ɓ Kensonenn diweuz dre entarzhañ mouezhietSindeg ɓarʊ [b_<arU]
cc Kensonenn staon dre serriñ divouezhHungareg latyak ["lAcAk]
dd Kensonenn kevig dre serriñ mouezhietSaozneg dig [dIg], Galleg doigt [dwa]
d`ɖ Kensonenn tro-gil dre serriñ mouezhietSvedeg hord [hu:d`]
d_<ɗ Kensonenn kevig dre entarzhañ mouezhietSindeg ɗarʊ [d_<arU]
ee Vogalenn damserr a-raok plaenGalleg ses [se]
ff Kensonenn gweuz-dent dre daravat divouezhSaozneg five [faIv], Galleg femme [fam]
gɡ Kensonenn drekstaon dre serriñ mouezhietSaozneg game [geIm], Galleg longue [lO~g]
g_<ɠ Kensonenn drekstaon dre entarzhañ mouezhietSindeg ɠəro [g_<@ro]
hh Kensonenn troc'h-avel dre daravat divouezhSaozneg house [haUs]
h\ɦ Kensonenn troc'h-avel dre daravat mouezhietTchekeg hrad [h\rat]
ii Vogalenn serr a-raok plaenSaozneg be [bi:], Galleg oui [wi], Spagnoleg si [si]
jj Kensonenn staon dre dostaatSaozneg yes [jEs], Galleg yeux [j2]
j\ʝ Kensonenn staon dre daravat mouezhietGresianeg γειά [j\a]
kk Kensonenn drekstaon dre serriñ divouezhSaozneg scat [sk{t], Spagnoleg carro ["kar:o]
ll Kensonenn kevig a-gostez dre dostaatSaozneg lay [leI], Galleg mal [mal]
l`ɭ Kensonenn tro-gil a-gostez dre dostaatSvedeg Svealand sorl [so:l`]
l\ɺ Kensonenn kevig a-gostez dre stlakatJapaneg fonem /r/
mm Kensonenn diweuz dre fri mouezhietSaozneg mouse [maUs], Galleg homme [Om]
nn Kensonenn kevig dre fri mouezhietSaozneg nap [n{p], Galleg non [nO~]
n`ɳ Kensonenn tro-gil dre fri mouezhietSvedegrn [h2:n`]
oo Vogalenn damserr a-dreñv rontGalleg gros [gRo]
pp Kensonenn diweuz dre serriñ divouezhSaozneg speak [spik], Galleg pose [poz], Spagnoleg perro ["per:o]
p\ɸ Kensonenn diweuz dre daravat divouezhJapaneg fuku [p\M_0kM]
qq Kensonenn dre serriñ huged divouezhArabeg qasbah ["qQs_Gba]
rr Kensonenn kevig dre froumalSpagnoleg perro ["per:o]
r`ɽ Kensonenn tro-gil dre stlakat 
r\ɹ Kensonenn kevig dre dostaatSaozneg red [r\Ed]
r\`ɻ Kensonenn tro-gil dre dostaatMalayalam വഴി ["v6r\`i]
ss Kensonenn kevig dre daravat divouezhSaozneg seem [si:m], Galleg session [se"sjO~]
s`ʂ Kensonenn tro-gil dre daravat divouezhSvedeg mars [mas`]
s\ɕ Kensonenn kevig-staon dre daravat divouezhPoloneg świerszcz [s\v'erStS]
tt Kensonenn kevig dre serriñ divouezhSaozneg stew [stju:], Galleg raté [Ra"te], Spagnoleg tuyo ["tujo]
t`ʈ Kensonenn tro-gil dre serriñ divouezhSvedegrt [m2t`]
uu Vogalenn serr a-dreñv rontSaozneg boom [bu:m], Spagnoleg su [su]
vv Kensonenn gweuz-dent dre daravat mouezhietSaozneg vest [vEst], Galleg voix [vwa]
v\ (pe P)ʋ Kensonenn gweuz-dent dre dostaatIzelvroeg west [v\Est]/[PEst]
ww Kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhietSaozneg west [wEst], Galleg oui [wi]
xx Kensonenn drekstaon dre daravat divouezhAlamaneg Loch, Dach; Spagnoleg caja, gestión
x\ɧ Kensonenn staon-drekstaon dre daravat divouezhSvedeg sjal [x\A:l]
yy Vogalenn serr a-raok rontGalleg tu [ty] Alamaneg über ["y:b6]
zz Kensonenn kevig dre daravat mouezhietSaozneg zoo [zu:], Galleg azote [a"zOt]
z`ʐ Kensonenn tro-gil dre daravat mouezhietMandarineg rang [z`aN]
z\ʑ Kensonenn kevig-staon dre daravat mouezhietPoloneg źrebak ["z\rEbak]

Arouezennoù diazezet war bennlizherennoù

X-SAMPALFELFE (skeudenn)DeskrivadurSkouerioù
Aɑ Vogalenn digor a-dreñv plaenSaozneg father ["fA:D@(r\)] (RP and Gen.Am.)
Bβ Kensonenn diweuz dre daravat mouezhietSpagnoleg lavar [la"Ba4]
B\ʙ Kensonenn diweuz dre froumalBamilekeg [àʙɨ́ ́] 'ludu'
Cç Kensonenn staon dre daravat divouezhAlamaneg ich [IC], Saozneg human ["Cjum@n] (broad transcription uses [hj-])
Dð Kensonenn dent dre daravat mouezhietSaozneg then [DEn]
Eɛ Vogalenn damzigor a-raok plaenGalleg même [mEm], Saozneg met [mEt] (RP and Gen.Am.)
Fɱ Kensonenn gweuz-dent dre fri mouezhietSaozneg emphasis ["EFf@sIs] (pa gomzer buan)
Gɣ Kensonenn drekstaon dre daravat mouezhietGresianeg γωνία [Go"nia], Daneg vælge ["vElG@]
G\ɢ Kensonenn huged dre serriñ mouezhietInuktitut nirivvik [niG\ivvik]
G\_<ʛ Kensonenn huged dre entarzhañ mouezhietMameg ʛa [G\_<a]
Hɥ Kensonenn gweuz-staon dre dostaatGalleg huit [Hit]
H\ʜ Kensonenn ankoue dre daravat divouezh 
Iɪ Vogalenn beuzserr tost a-raok plaenSaozneg kit [kIt]
I\Ɨ vogalenn greiz serr plaen laosk arouezenn ebet el LFEPoloneg ryba [rI\bA
Jɲ Kensonenn staon dre fri mouezhietSpagnoleg año ["aJo]
J\ɟ Kensonenn staon dre serriñ mouezhietHungareg egy [EJ\]
J\_<ʄ Kensonenn staon dre entarzhañ mouezhietSindeg ʄaro [J\_<aro]
Kɬ Kensonenn kevig a-gostez dre daravat divouezhKembraeg llaw [KaU]
K\ɮ Kensonenn kevig a-gostez dre daravat mouezhietZouloueg dlala [ˈɮaːla] 'c'hoari'
Lʎ Kensonenn staon a-gostez dre dostaatItalianeg famiglia [fa"miLa], Spagnoleg Spagn (unvan) llamar [La"mar]
L\ʟ Kensonenn huged a-gostez dre dostaatMelpaeg [paʟa] 'kael'
Mɯ Vogalenn serr a-dreñv plaenGouezeleg Skos caol [kɯːl] 'reut'
M\ɰ Kensonenn drekstaon dre dostaatSpagnoleg fuego ["fweM\o]
Nŋ Kensonenn drekstaon dre fri mouezhietSaozneg thing [TIN]
N\ɴ Kensonenn huged dre fri mouezhietJapaneg san [saN\]
Oɔ Vogalenn damzigor a-dreñv rontGalleg sort {{IPA|[sɔʀ] 'tonkadur'
O\ʘ Klik diweuzǂhõã
P (pe v\)ʋ Kensonenn gweuz-dent dre dostaatIzelvroeg west [PEst]/[v\Est]
Qɒ Vogalenn digor a-dreñv rontHungareg magyar {{IPA|[mɒɟɒr] 'hungareg'
Rʁ Kensonenn huged dre daravat mouezhietAlamaneg rein [RaIn]
R\ʀ Kensonenn huged dre froumalGalleg roi [R\wa]
Sʃ Kensonenn drekkevig dre daravat divouezhSaozneg ship [SIp]
Tθ Kensonenn dent dre daravat divouezhSaozneg thin [TIn]
Uʊ Vogalenn beuzserr tost a-dreñvSaozneg foot [fUt]
U\ʊ̵ vogalenn greiz serr ront laosk, arouezenn ebet el LFE 
Vʌ Vogalenn damzigor a-dreñv plaenRP Saozneg strut [str\Vt]
Wʍ Kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat divouezhSaozneg Skos when [WEn]
Xχ Kensonenn huged dre daravat divouezhKlallameg sχaʔqʷaʔ [sXa?q_wa?]
X\ħ Kensonenn gourlañchenn dre daravat divouezhArabeg <ح>ha’ [X\A:]
Yʏ Vogalenn beuzserr tost a-raok rontAlamaneg hübsch [hYpS]
Zʒ Kensonenn drekkevig dre daravat mouezhietSaozneg vision ["vIZ@n]

Arouezennoù all

X-SAMPALFELFE (skeudenn)DeskrivadurSkouerioù
.. Troc'h silabennek 
"ˈ Taol-mouezh pennañ 
%ˌ Taol-mouezh a eil renk 
' (or _j)ʲ Staonekadur 
:ː Hir 
:\ˑ DamhirEn estonieg e reer an diforc'h etre tri live hirder vogalennek
-  disrannour 
@ə schwaSaozneg arena [@"r\i:n@]
@\ɘ Vogalenn damserr greiz plaenPaicĩ kɘ̄ɾɘ [k@\_M4@\_M]
{æ Vogalenn beuzdigor a-raok plaenSaozneg trap [tr\{p]
}ʉ Vogalenn serr greiz rontSvedeg sju [x\}:]; AuE/NZE boot [b}:t]
1ɨ Vogalenn serr greiz plaenKembraeg tu [t1], American Saozneg rose's ["r\oUz1z]
2ø Vogalenn damserr a-raok rontDaneg købe ["k2:b@], Galleg deux [d2]
3ɜ Vogalenn damzigor greiz plaenSaozneg nurse [n3:s]
3\ɞ Vogalenn damzigor greiz rontIwerzhoneg tomhail[t3\:l']
4ɾ Kensonenn kevig dre stlakatSpagnoleg pero ["pe4o]
5ɫ Kensonenn kevig a-gostez dre dostaat drekstaonekaet; s.o. ivez _eSaozneg milk [mI5k]
6ɐ Vogalenn beuzdigor greiz plaenAlamaneg besser ["bEs6]
7ɤ Vogalenn damserr a-dreñv plaenEstonieg kõik [k7ik]
8ɵ Vogalenn damserr a-dreñv plaenSvedeg buss [b8s]
9œ Vogalenn damzigor a-raok rontGalleg neuf [n9f], Daneg drømme [dR9m@]
&ɶ Vogalenn digor a-raok rontSvedeg skörd [x\&d`]
?ʔ Kensonenn troc'h-avel dre serriñDaneg stød [sd2?]
?\ʕ Kensonenn gourlañchenn dre daravat mouezhietArabeg ع‎ (`ayn) [?\Ajn]
*  "kenstager" e SAMPA, arouezenn hep talvoudegezh resis ebet 
/  vogalennoù damsklaer e galleg 
<  merk penn-kentañ notadur nann-skizhadel 
<\ʢ Kensonenn ankoue dre daravat mouezhiet 
>  merk fin notadur nann-skizhadel 
>\ʡ Kensonenn ankoue dre serriñ 
^ Pignenn 
! Diskennenn 
!\ǃ Klik drekkevig 
|  Strollad toniadur a eil renk 
|\ǀ Klik dent 
||  Strollad toniadur pennañ 
|\|\ǁ Klik kevig a-gostez 
=\ǂ Klik staon 
-\̮ Liamm 

Sinoù diakritek

Setu roll an arouezennoù kevatal d'ar sinoù diakritek implijet gant al LFE

X-SAMPALFELFE (skeudenn)DeskrivadurSkouerioù
_"  ̈ Kreizennadur vogalennek
_+  ̟ Araokadur vogalennek
_-  ̠ Adrekadur vogalenneg
_/ˇ Tonenn war gresk
_0  ̥ Divouezh
_<  Kensonenn dre entarzhañ (gant an LFE e vez implijet un arouezenn ispisial evit bep kensonenn dre entarzhañ)
= (or _=)  ̩ Elfenn silabennek
_>ʼ Kensonenn dre strakal
_?\ˤ Gourlañchennekadur
_\ˆ Tonenn war digresk
_^  ̯ Elfenn nann-silabennek
_}  ̚ Kensonenn amdarzh
`˞ Rotadur vogalennek ha/pe kensonennoù tro-gil
~ (or _~)  ̃ Friadur
_A  ̘ Araokadur gwrizienn an teod
_a  ̺ Kensonenn beg an teod
_B  ̏ Tonenn izel-tre
_B_L  Tonenn izel war gresk
_c  ̜ Nebeutoc'h ront
_d  ̪ Kensonenn dent
_e  ̴ Drekstaonekadur pe gourlañchennekadur; s.o. ivez 5
<F>  Digresk hollek
_F  ̂ Tonenn war digresk
_Gˠ Drekstaonekadur
_H  ́ Tonenn uhel
_H_T  Tonenn uhel war gresk
_hʰ C'hwezhadur
_j (or ')ʲ Staonekadur
_k  ̰ Mouezh wigourus
_L  ̀ Tonenn izel
_lˡ Achuadur a-gostez
_M  ̄ Tonenn greiz
_m  ̻ Kensonenn lavnenn an teod
_N  ̼ Kensonenn teod-gweuz
_n Achuadur dre fri
_O  ̹ Rontoc'h
_o  ̞ Izeladur (digoradur) vogalennek
_q  ̙ Adrekadur gwrizienn an teod
<R>  Kresk hollek
_R  ̌ Tonenn war gresk
_R_F  Tonenn kresk-digresk
_r  ̝ Uheladur (serradur) vogalennek
_T  ̋ Tonenn uhel-tre
_t  ̤ Mouezh sourrus
_v  ̬ Mouezhiet
_wʷ Gweuzadur
_X  ̆ Berr-tre
_x  ̽ Vogalenn kreizennet etre

Liammoù diavaez

Gwelit ivez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.