Yezh SOV

Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh SOV evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh rener ("S") - renadenn ("O") - verb ("V"). Anvet e vez ivez yezh AOV, da lâret eo graer ("A") - renadenn - verb.

Renkadur hervez urzh ar gerioù
Yezh VO
Yezh OV
SVOSOV
VSOOSV
VOSOVS

Yezh V2

Yezhoù SOV dre ar bed

Homañ eo an urzh kavet an aliesañ e-touez yezhoù ar bed hag a-gevret gant an urzh SVO e vez implijet gant 75% eus holl yezhoù ar bed.[1]

Implijet e vez an urzh SVO gant yezhoù eus meur a familh-yezh, en o zouez an ainoueg, an amhareg, an asameg, an armenieg, an aymareg, an euskareg, ar banglaeg, ar burmeg, ar bourouchaskeg, an hindeg an hopieg, an hungareg, ar japaneg, ar c'hannadeg, ar c'horeaneg, ar c'hurdeg, al latin, ar manchoueg, ar mongoleg, an navac'hoeg, an nepaleg, an nivc'heg, an nobineg, ar pachtoueg, ar perseg, ar pandjabeg, ar c'hetchwaeg, ar sañskriteg ar serieg, ar sinhaleg, ar somalieg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù kouchitek all, an tamileg, an tibeteg, an telougoueg, ar yezhoù turkek, ar youkagireg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù kaokazek.

Perzhioù yezhadurel

Techet eo ar yezhoù SOV d'ober gant lerc'hennoù kentoc'h evit gant araogennoù.

Peurliesañ e vez lec'hiet ar verboù skoazell da heul ar verb pennañ.

Alies ivez e vez lec'hiet ar raganvioù diskouezañ dirak an anvioù-kadarn a glota gante.

Doareoù

Daoust ha ma n'eo ket gwall splann an diforc'h atav, oc'h implijout meur a yezh SOV ar merkadur doubl, e c'heller o isrannañ e daou doare pennañ:

  • Yezhoù implijet gante ar spisaermerkadur: implijet gante kentoc'h troadoù stag ouzh an anvioù evit lakaat an diforc'h etre arguzenn ar rener ha hini ar renadenn. Peurliesañ e vez lec'hiet an anvioù-gwan hag an niveroù dirak an anvioù-kadarn a glota gante hag implijet e vez gante dreist-holl, hag a-wezhoù nemetken, lostgerioù e lec'h rakgerioù. Da skouer: ar japaneg hag an tamileg;
  • Yezhoù implijet gante ar pennmerkadur: implijet gante kentoc'h kengerioù stag ouzh ar verboù evit lakaat an diforc'h etre arguzenn ar rener ha hini ar renadenn. Implijet e vez ante koulz rakgerioù ha lostgerioù. Verb-heñvel e peurliesañ an anvioù-gwan er yezhoù evel-hen, ha neuze e vezont lec'hiet war-lerc'h an anv dre vras. Peurliesañ e teu an niveroù hag ar spisaerion all da heul an anv a glota gante. Da skouer: an navac'hoeg hag ar serieg.

Skouerioù

Japaneg

Ur yezh daspegel eo ar japaneg.

Frazenn私は箱を開けます。
Ger-ha-ger開けます。
Romajiwatashiwahakooakemasu.
Dielfennadurme(tema)boest(renadenn)digeriñ
Arc'hwelioùRenerRenadennVerb
E BrezhonegDigeriñ a ran ar voest/ar boestoù.
は (wa): Merk an tema
を (o): Merk ar renadenn

Koreaneg

Frazenn나는 상자를 엽니다.
Ger-ha-ger상자엽니다.
Romajananeunsangjareulyeomnida.
Dielfennadurme(tema)boest(renadenn)digeriñ
Arc'hwelioùRenerRenadennVerb
TroidigezhDigeriñ a ran ar voest.
는 (neun)/은 (eun): Merk an tema
를 (reul)/을 (eul): Merk ar renadenn

Burmeg

Ur yezh dezrannel eo ar burmeg.

Frazennငါကစက္ကူဘူးကိုဖွင့်တယ်။
Ger-ha-gerငါကစက္ကူဘူးကိုဖွင့်တယ်
Treuzskrivadurŋà
nga
ga̰
ga.
seʔkù bú
se'ku bu:

gou
pʰwì̃
hpwin.

de
Dielfennadurme(rannig)1boest(rannig)2digor(rannig)3
Arc'hwelioùRenerRenadennVerb
E brezhonegDigeriñ a ran ar voest.

1 Merk lerc'hiennel troad ar rener.
2 Merk lerc'hiennel troad ar renadenn.
3Rannig, merk an amzer-vremañ.

Euskareg

Ur yezh ergativel-absolutivel eo an euskareg.

FrazennMartinek egunkariak erosten dizkit.
Ger-ha-gerMartinekengukariakerosten dizkit
DielfennadurMartin (ergativel)kelaouennoù (absolutivel)pren anezhe.evidon
Arc'hwelioùRenerRenadennVerb + verb-skoazell
E brezhonegMartin a bren kelaouennoù evidon.


Latin

Ur yezh enteuzel eo al latin, implijet gantañ meur urzh disheñvel. SOV eo an urzh diazez avat.

FrazennServus puellam amat
Ger-ha-gerServuspuellamamat
DielfennadurSklav (nom.)plac'h (akuz.)kar
Arc'hwelioùRenerRenadennVerb
E brezhonegKarout a ra ar/ur sklav ar/ur plac'h.

Pachtoueg

Frazenn.زه کار کوم
Ger-ha-gerزهکارکوم
Dielfennadurزه (raganv rener: "me")کار (anv: "labour")کوم (verb: "gran")
Arc'hwelioùRenerRenadennVerb
E brezhonegOber a ran al labour.


Daveoù


Gwelit ivez: