Yezh digenvez

Ur yezh digenvez a zo anezhi ur yezh naturel hep liammoù gant yezh ebet all. Da lâret eo ne c'hell ket bezañ renket en ur familh-yezhoù bennaket.

A-wechoù e teu ur yezh da vezañ digenvez goude ma'z eo aet da get an holl yezhoù all eus ur familh-yezhoù bennaket. Ar pirahaneg (pe yezh pirahã) komzet e Brazil, da skouer, eo ar yezh nemeti a van c'hoazh eus an holl yezhoù a veze renket gwechall e-touez ar yezhoù murek.

A-wechoù ivez n'eus ket titour a-walc'h diwar-benn ur yezh bennaket a-benn gallout he renkañ e-touez yezhoù all en ur familh-yezhoù resis. Gant seurt yezhoù e sav alies damkanoù hag a glask diskouez e rankfent bezañ renket er familh-mañ 'r-familh ha neuze e c'hellfer lâret ez eo yezhoù damdigenvez anezhe rak ne vezer ket sur penn-da-benn hag-eñ ez eus ul liamm familh etre ar yezhoù-se ha yezhoù all pe get.


Listenn yezhoù digenvez

YezhEvezhiadennoù
AbinomegKomzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 300 a dud.
AdaiegMarv. Nebeut a ditour. Komzet e Teksas ha Louisiana (Stadoù-Unanet).
Andokeg (andoque)Komzet e Kolombia ha Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù witotoek.
AinouegYezh en arvar komzet e hanternoz Japan. Gwechall e oa ur familh-yezhoù eviti hec'h-unan.
EuskaregKomzet en Euskadi (Frañs ha Spagn).
BetoiegMarv. Komzet e Kolombia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù nasaek.
BourouchaskegKomzet e hanternoz Pakistan. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant ar yezhoù yenisek.
BourmezoegKomzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 250 a dud.
HengipregKomzet e Kiprenez e-pad oadvezh an houarn. Liammoù bet kinniget gant an Etruskeg.
ElamitegMarv. Komzet en Impalaeriezh elamitek. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù dravidek.
GamelegMarv. Nebeut a ditour. Komzet e Maranhão (Brazil).
Houamoeg (Huamoé)Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Pernambuco (Brazil).
IberegMarv. Re nebeut a ditour evit gallout he renkañ. Kavet e vez elfennoù boutin etre ar yezh-mañ hag an euskareg met n'eo ket sklaer hag-eñ e vefe ul liamm familh etreze.
ItonamegKomzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù nasaek.
Kalteg (pe nahalieg)Yezh en arvar. Komzet e kornôg India. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù moundek.
Kamsaeg (Camsá)Komzet e Kolombia.
Kandocheg (Kandoshi)Komzet e Perou.
Kanitchaneg (Canichana)Komzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant an Tekirakeg (Tequiraca) (Marv).
Kayoubabeg (Cayubaba)Komzet e Bolivia.
Kayouseg (Cayuse)Marv. Re nebeut a ditour evit gallout he renkañ. Komzet en Oregon ha Stad Washington (Stadoù-Unanet).
Karkareg-YouregKomzet e Papoua Ginea-Nevez.
KarokegKomzet e Kalifornia (Stadoù-Unanet).
Kentumeg (Centúúm)Komzet e Nijeria.
Kibirieg (Kibiri)Komzet e Papoua Ginea-Nevez.
Kulheg (Culle)Marv. Komzet e Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù tcholonek.
KoayaegKomzet e Rondônia (Brazil).
KoutenaiegKomzet eN Idaho ha Montana (Stadoù-Unanet) ha Kolombia Breizh-Veur (Kanada).
KoreanegKinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù altaek.
KukuraegMarv. Nebeut a ditour. Komzet e Mato Grosso (Brazil).
LekegKomzet e Bolivia
MeroitegMarv. Komzet gwechall e Rouantelezh Meroe. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù nilek-saharek hag er yezhoù afrez-aziatek met n'eo ket bet posupl he renkañ da vat e familh resis ebet betek-henn rak digomprenus eo chomet an holl skridoù er yezh-mañ koulz lavaret.
MovimegKomzet e Bolivia.
MounitchegKomzet e Perou.
NasaegKomzet e Kolombia.
Nivc'heg (pe gilyakeg)Ur yezh paleo-siberiek komzet e trowardroioù ar stêr Amour ha war an inizi Sac'halin. Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù tchouktchek-kamtchatkek.
OdiayegKomzet e Papoua Ginea-Nevez.
PankararouegMarv. Komzet e Brazil.
Pouelchegdamvarv. Komzet en Arc'hantina.
PouinavegKomzet e Kolombia.
Sabeleg (pe waoraneg)Komzet en Ecuador ha Perou.
SumeregMarv. Komzet gwechall e Sumeria.
TaochiregKomzet e Perou. Kinniget ez eus bet ur familh-yezhoù enni an omouraneg, ar c'handocheg, an tekirakeg hag an taochireg.
TikounegKomzet e Kolombia, Perou ha Brazil. Liammet marteze ouzh ar yourieg (marv).
Timoukoueg (timucua)Marv anavezet mat. Komzet e Florida ha Georgia (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant an tawaseg.
TinigwegKomzet e Kolombia, peuzvarv.
TolegKomzet e Honduras.
TroumaiegKomzet e Brazil.
TsimanegKomzet e Bolivia.
Tuchaeg (Tuxá)Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Bahia ha Pernambuco (Brazil).
UrarinegKomzet e Perou.
WaraoegKomzet e Guyana, Surinam ha Venezuela. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù nasaek.
YalegKomzet e Papoua Ginea-Nevez.
YamanegKomzet e Chile.
YoutchiegKomzet e Georgia hag Oklahoma (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù siouek.
YourakaregKomzet e Bolivia.
YouregMarv. Komzet e Kolombia ha Brazil. Marteze ez eus liammoù gant an tikouneg.
YouroumangiegMarv. Komzet e Kolombia.
ZuniKomzet e Mec'hiko Nevez (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù penoutek met n'eo ket gwall sklaer al liamm-se.

Gwelet ivez

Yezhoù direnk