42

bloavezh
Bloavezhioù:
39 40 41 - 42 - 43 44 45
Dekvedoù:
20 - 30 - Bloavezhioù 40 - 50 60
Kantvedoù:
I kantved kt JK - I kantved - Eil kantved
Milvedoù:
I milved kt JK - I milved - Eil milved
Diwar-benn bloaz 42 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ
Evit ar bloaz -42, gwelet ar bajenn :-42
Evit an niver 42, gwelet ar bajenn :42 (niver)

795 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0042 PC (goude ganedigezh J.-K.)


Darvoudoù

Europa

Impalaeriezh roman

  • Impalaer : Klaod (Tiberius Claudius Nero Drusus), adalek ar 25 Genver 41 (>12.10.54)
  • Koñsuled : Ti(berius) Claudius Caesar Augustus Germanicus II & C(aius) Caecina Largus.
  • Sevel a ra al legad Furius Camillius Scibonianus Dalmatia a-enep ar galloud; dilezet gant e lu, e vo gwasket an emsavadeg hepdale.
  • Lañsañ a ra an impalaer Klaoda chanter ur porzh pourveziñ gwirion e Ostia (echuet e 54 dindan ren Neron). E penn kentañ e oa dleet d'ar porzh bezañ savet war ur lec'hiad disheñvel met enebiezh a savas e-touez ar Senedourien rak kalz anezho a oa perc'henn war ur genkiz el lec'h-se end-eeun.

Breizh (-Veur)

Afrika

  • Taol brezel Suetonius Paulinus ha Gnaeus Hosidius Geta a-enep d'ar Vaoured emsavet diwar atiz Aedemon, anezhañ ur frankizad eus ar roue numidat Ptolemaios. Div broviñs roman nevez a zo savet war Mauretania : Mauretania Tingitania ha Mauretania Cesaria, tiriadoù a-vremañ Maroko hag Aljeria
  • Mestr eo an Impalaeriezh roman war Ceuta.
  • Savet eo da brokonsul Galba en Afrika.

Reter-nesañ

  • 25 Genver : Degemer a ra an abostol Paol ar gristeniezh da relijion. Evit gwir n'anavezer ket an deiziad resis met ar 25 a viz Genver eo zo bet dibabet gant an Iliz katolik evit lidañ an darvoud.

Azia

  • Viêt Nam : Moustret eo emsavadeg ar C'hoarezed Trung e Tonkin gant ar jeneral sinaat My Yuan (fin e 43).
  • Korea : Dont a ra ar roue Suro da vezañ roue kentañ Geumgwan Gaya e ledenez Korea.

Arzhouriezh. Skrivadurioù

  • Kelenn a ra ar prederour Seneka ar garantez evit an nesañ hag evit e enebour.

Teknikoù

Ganedigezhioù 42

Marvioù 42

Gwelet ivez

  • Roll ar Pennoù Stad e 42

Levroniezh