Almere

Almere (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Flevoland en Izelvroioù. Stok ouzh Lelystad ha Zeewolde eo. Er gumun emañ an distrigoù da-heul : Almere Stad, Almere Haven, Almere Buiten, Almere Hout, Almere Poort hag Almere Pampus. E polder Zuidelijk Flevoland emañ, ha kêr gornôgelañ proviñs Flevoland eo.
Unan eus kêrioù nevesañ an Izelvroioù eo Almere : an ti kentañ a voe savet e 1976, hag ur gumun e teuas Almere da vezañ e 1984. A-fet niver a annezidi ez eo kumun vrasañ Flevoland[1], hag eizhvet kêr vrasañ an Izelvroioù[2]. E miz Here 2007 e voe un emglev etre dilennidi kuzul-kêr Almere ha gouarnamant an Izelvroioù da vont betek 350 000 annezad a-benn 2030[3].Bep bloaz e vez aozet Defqon1 (ur festival sonerezh elektronek) en Almere. E-tro 40 000 den a gemer perzh ennañ.

Almere
Kumun en Izelvroioù

De Citadel, e kreiz-kêr

ProviñsFlevoland Flevoland
Kod post1300-1379
MaerAnnemarie Jorritsma (VVD)
Gorread
• Hollad
• Douar
• Dour
248,77 km²
130,33 km²
118,44 km2
Hed5° 13' Reter
Led52° 22' Norzh
Poblañs187 002 (31 MAE2009)
Piramidenn an oadoù (2009)
Stankter1435 ann./km²
Internetwww.almere.nl/

Istor

Annezidi gentañ Almere

Raktreset e oa bet e vefe implijet ar vro da labourat an douar. Met goude an Eil Brezel-bed e kreskas buan poblañs Amsterdam ha neuze e voe rakterset sevel div gêr e polder Oostelijk Flevoland hag e hini Zuidelijk Flevoland. The town in Oostelijk Flevoland became Lelystad eo a voe savet en Oostelijk Flevoland. An hini savet e Zuidelijk Flevoland a oa anvet Zuidweststad er raktresoù kentañ, hag e 1970 e voe dibabet an anv Almere, diwar anv kentañ Zuiderzee er Grennamzer. E 1976 e voe savet ti kentañ Almere. D'ar mare-se e veze meret Almere gant Openbaar Lichaam Zuidelijke IJsselmeerpolders (Z.IJ.P.). E 1984 e voe lakaet Almere da gumun.

Gouarnamant lec'hel

A. Jorritsma-Lebbink

Annemarie Jorritsma-Lebbink (VVD) eo maerez Almere abaoe ar 16 a viz Eost 2003. D'ar 7 a viz Ebrel 2006 e voe aozet ar c'huzul nevez :

  • Adri Duivesteijn (PvdA)
  • Johanna Haanstra (PvdA)
  • Arno Visser (VVD)
  • Martine Visser (CDA/ CU)

Listennad maered :

  • 1984 - 1986 Han Lammers (PvdA)
  • 1986 - 1993 Cees de Cloe (PvdA)
  • 1993 - 1994 Cees Roozemond (PvdA)
  • 1994 - 1998 Ralph Pans (PvdA)
  • 1998 - 2003 Hans Ouwerkerk (PvdA)
  • 2003 - 2003 Jaap van der Doef (PvdA)
  • 2003 - bremañ Annemarie Jorritsma-Lebbink (VVD)

Kuzul-kêr

D'an 2 a viz Genver 1984 e voe aozet ar c'huzul-kêr kentañ, ma kemeras perzh ennañ Koos Rietkerk hag a oa ministr an diabarzh d'ar mare-se. D'an 21 a viz Gwengolo 1983 e oa bet aozet an dilennadegoù. A-raok 1984 e veze meret Almere gant un Adviesraad a veze dibabet bep daou vloaz (1978-1980, 1980-1982, 1982-1984). Savet e oa an Adviesraad war skouer forzh pe guzul-kêr : ennañ e oa izili eus strolladoù politikel liesseurt. D'an 11 a viz Meurzh 1977 e voe dilennet an adviescommissie kentañ. Ur bodad ennañ 5 den eo. Abaoe 1998 ez eus 39 dileuriad e kuzul-kêr Almere.

C'hoarivaSchouwburg Almere
Kastell Almere
Strollad1984198619901994199820022006
PvdA1014969712
VVD557101287
Leefbaar Almere-----94
SP------4
GroenLinks2134443
CDA2343343
Almere Partij-122322
ChristenUnie----112
D6612710521
Verenigde Senioren Partij----111
Stadspartij Almere----11-
CP/CD2112---
Stap '841------
Hollad23273337393939

Emdroadur ar boblañs

C'hwec'h distrig (stadsdelen) zo en Almere[4].

AnvBloavezh[5]Lec'hiadur
Almere Haven1976
Almere Stad1980
Almere Buiten1984
Almere Hout1991
Almere Poort2000
Almere Pampus-
BloazAlmere HavenAlmere StadAlmere BuitenAlmere HoutAlmere PoortAlmere PampusHOLLAD
1970      52
1975      47
19806596     6632
198521410172401559   40297
1990223553702411499   71087
1995223765881622740564  104496
20002223783934352901336  142797
200522590103560473581366  175008
200722507105261517511345134 180998

Transportoù

En Almere ez eo rannet an hentoù e teir lodenn : unan evit ar c'hiri, unan evit ar c'hirri-boutin hag unan all evit an dud war varc'h-houarn. Liammet eo Almere ouzh ar gourhent A6 hag ouzh an hini A27.

Hent-houarn

E 1987 e voe liammet Almere ouzh rouedad hentoù-houarn broadel an Izelvroioù (Nederlandse Spoorwegen). E 1988 e voe peurechuet hentoù-houarn Flevolijn, da vont betek ti-gar Weesp ha hini Lelystad Centrum. Pemp ti-gar a zo en Almere :

  • Almere Muziekwijk (digoret e 1987)
  • Almere Centrum (digoret e 1987)
  • Almere Parkwijk (digoret e 1996)
  • Almere Buiten (digoret e 1987)
  • Almere Oostvaarders (digoret e 2004).

Ur raktres a zo da sevel unan all, a vefe anvet Almere Poort.

Kirri-boutin

Dek linenn karr-boutin a zo en Almere :

  • 1 Almere Buiten Stripheldenbuurt-Almere Haven De Marken
  • 2 CS Almere-Gooisekant
  • 3 Almere de Vaart-Almere Haven Centrun
  • 4 CS Almere-Almere Poort Columbuskwartier
  • 5 Almere Oostvaarders-Almere 't Oor
  • 6 CS Almere-Almere Parkwijk
  • 7 Almere Noorderplassen-Almere Sallandsekant
  • 8 CS Almere-Kemphaan
  • 9 Almere Buiten-Almere de Vaart
  • 10 Almere Buiten- Almere Stad Gooisekant

Al lod brasañ anezho a dremen bep 7 munutenn.Ouzhpenn ez eus ivez kirri-boutin rannvro da vont da Hilversum, Zeewolde, Harderwijk, Schiphol, ha da di-gar Amsterdam Amstel.

Gevellerezh

Gevellet eo Almere gant ar c'hêrioù da-heul:[6],[7]

Notennoù

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.