DC Comics

DC Comics a zo un ti-embann comic books amerikan.Ur skourr eus Time Warner eo. E-pad pell e oa staliet DC Comics e 666 Fifth avenue e New York ; er bloavezhioù 1990 eo bet kasetda 1700, Broadway. « DC » a dalvez « Detective Comics ».Div lodenn a zo ouzhpenn : Vertigo, gouestlet da istorioù faltazi ha Wildstorm gouestlet da istorioù skiant-faltazi ha da c’hourharozed modern.

Logo DC Comics

Istor

Dont a ra DC Comics eus kenteuziñ tri zi-embann : National Allied Publications, Detective Comics, hag All-American Publications. An daou gentañ anezho a genteuzas er bloavezhioù 1930 a-benn sevel National Comics (anvet National Periodical Publications da c’houde). An trede hini a voe adprenet e 1945. D’ar mare-se e oa « DC »ul logo a vije lakaet war golo al levrioù.

Golo Infinite Crisis, niv.1, gant George Perez

A-benn diskoulmañ ar c’hudennoù a savas pa voe embannet troioù-kaer kozh ha re nevez harozed zo, hag evit lakaat klotañ re harozed bet prenet gant tiez-embann all, e voe embannet Crisis on infinite earths e 1985. Un heuliad rannet e daouzek lodenn eo, ulo lodenn eus an istor a zo bet skrivet gant Marv Wolfman ha treset gant George Perez. En heuliad-se e voe kemmet da vat ar pezh a oa kinniget ganbt DC betek-henn : echu gant ar bedoù lies, ur mennozh hag a oa bet implijet e-pad bloavezhioù, hag a oa amsklaer. En heuliad-se ez eas neuze ul lodenn eus gourharozed DC da get, ha staliet e voe ur bed nevez, a-benn nevesaat da vat holl gourharozed DC Comics.

E 1998 e voe adprenet Wildstorm gant DC.

E 2005 e rankas pennoù DC respont da bolitikerezh embann Marvel Comics hag a oa o paouez krouiñ Ultimate Marvel. Krouet e voe neuze an tikedenn All-Star, a-benn kinnig istorioù gourharozed vrudetañ DC Comics, kinniget en un doare aes evit ma c'hellfe forzh piv lenn anezho ha savet gant tresourien diouzh ar c'hiz. An daou heuliad kentañ a voe All Star Batman and Robin, The Boy Wonder gant Frank Miller ha Jim Lee ha Superman gant Grant Morrison ha Frank Quitely. Er memes bloavezh e voe modernaet ivez logo DC.

Harozed DC Comics

Golo The Death of Superman, Superman niv.75, miz Genver 1995. Savet gant Dan Jurgens ha Brett Breeding

Treserien ha senarioourien

  • Neal Adams
  • Murphy Anderson
  • Ross Andru
  • Jim Aparo
  • Cary Bates
  • Mike W. Barr
  • John Broome
  • Kurt Busiek
  • Nick Cardy
  • Peter David
  • Steve Ditko
  • Chuck Dixon
  • Lee Elias
  • Garth Ennis
  • Steve Englehart
  • Gardner Fox
  • Neil Gaiman
  • Keith Giffen
  • Devin Grayson
  • Sid Greene
  • Tom Grummett
  • Carmine Infantino
  • Geoff Johns
  • Dan Jurgens
  • Bob Kane ha Bill Finger
  • Gil Kane
  • Robert Kanigher
  • Barbara Kesel
  • Karl Kesel
  • Jack Kirby
  • Joe Kubert
  • Jim Lee
  • Paul Levitz
  • Jeph Loeb
  • Frank Miller
  • Doug Moench
  • Alan Moore
  • Ruben Moreira
  • Grant Morrison
  • William Moulton Marston
  • Dennis O'Neil
  • Jerry Ordway
  • George Pérez
  • James Robinson
  • Tim Sale
  • Julius Schwartz
  • Jerry Siegel ha Joe Shuster
  • Gail Simone
  • Roger Stern
  • Curt Swan
  • Mark Waid
  • Judd Winick
  • Marv Wolfman

Liamm diavaez