Flores (Indonezia)
Ur pennad Flores zo ivez.
Flores zo unan eus inizi Indonezia, e proviñs Nusa Tenggara Timur.
Emañ etre inizi Sumbawa ha Komodo er c'hornôg, Lembata er reter, Sumba er c'hreisteiz ha Timor er gevred.
E 2010 e oa 1 831 000 a dud o chom war Flores, 13 540 km² he gorread, eleze ur stankter a 135 den/km². An darn vrasañ anezho zo katoliked, dre ma voe kristenaet ar vro gant trevadennerien deuet eus Portugal. Maumere eo ar gêr vrasañ.
E 2003 e voe kavet Homo floresiensis, ur spesad eus ar genad Homo hag a veve en enezenn betek mont da get war-dro 50 000 a vloavezhioù zo, da lavaret eo war-dro donedigezh Homo sapiens war an enezenn[1]. Hobbited
a vez graet eus Homo floresiensis abalamour d'o ment vihan[1].
Notennoù
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle