Glossop (Derbyshire)
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
E raktresoù all
Glossop zo ur gêr eus Derbyshire, er Peak District, e Bro-Saoz, nepell diouzh Manchester.
Un anv saoznek eo Glossop ha roet e voe d'al lec'h er VIIvet kantved. Moarvat e teu eus Glott's Hop ; Glott a oa un anv-den hensaoznek ha hop a c'hallfe bezañ un draoñienn pe un tamm douar e-kreiz geunioù (evel "enez" el lec'hanvadurezh vrezhonek)[1],[2].
Da vare ar Romaned e voe savet ur c'hreñvlec'h, anvet Adrotalia, e dibenn ar Iañ kantved. War un uhelder dreist ar stêr e oa ar c'hreñvlec'h-se[3]. Addizoloet e voe e 1771 gant an istorour John Watson. Furchet e voe al lec'h, adanvet Melandra Castle.
Ardotalia, an anv latin kozh, a deufe eus un anv keltiek hag a vije bet roet d'ur c'hreñvlec'h roman (deuet marteze war-lerc'h ur c'hreñvlec'h keltiek).
E Dizanv Ravenna 10658 e lenner ZERDOTALIA. Hervez Rivet & Smith e vefe un anv fazius, skrivet fall, ZERDOTALIA, ar ZER deut eus lost un anv bennak staget ouzh ARDOTALIA[4]. Savet e vefe an anv-se diwar an elfennoù *ardu-, penn, krec'h (kv. Penn-ardd en kembraeg) ha tal, talbenn. Neuze e talvezfe kement ha "kreñvlec'h war an uhel".
Brudet eo bet an anv dre oberennoù P.G. Wodehouse, ma'z eo anv un tiegezh mondianed.