VIIvet kantved

601602603604605606607608609610
611612613614615616617618619620
621622623624625626627628629630
631632633634635636637638639640
641642643644645646647648649650
651652653654655656657658659660
661662663664665666667668669670
671672673674675676677678679680
681682683684685686687688689690
691692693694695696697698699700

D'ar 1 Genver 601 e krog ar VIIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 700.

Darvoudoù

Amerika

  • Krugelloù ha bezioù e traoñienn ar Mississippi.
  • Barr ar sevenadurezh vaya (600-900).
  • Sevenadurezh El Tajin e Stad Veracruz e Mec'hiko.
  • Sevenadurzh Huari (600-1000) war uhelgompezennoù Perou. Sevenadurezh brezelgar a laka un termen d'ar sevenadurioù lec'heloc'h e Perou. Prientiñ a ra ar marevezh Inka.
  • Preizhet ha devet eo Teotihuacan.

Afrika

Reter-Nesañ

Azia

  • Kevread nav meuriad turk "Tokuz Oghuz" e su hag e gevred al lenn Baikal.

India

  • En em reiñ a ra Bhoutan d'ar voudaegezh.
  • Dinerzhiñ a ra ar voudaegezh en India.
  • Buhez ar prederour hindiiat Kumârila, eneber touet d'ar voudaegezh, dezreveller ar Mîmâmsâ.
  • Skeudenn dañsourien oc'h en em reiñ d'an dañs odisi en Orisa war temploù e Bhûbaneśvarî, Purî gag e Konârak etre ar VIIvet hag ar XIVvet kantved.
  • Dibenn ur renad boudaat mareadek er Sindh.

Reter-Pellañ

  • En em staliañ a ra ar bobl Pyu e Birmania, en draoñienn greiz.
  • E Korea, en em led rouantelezh Silla; unanet eo ganti al ledenez ha lakaat a ra un termen da varevezh an Teir rouantelezh.
  • Xuan Zang (dle. Hsuan-Tsang) a veaj eus Sina da India, kent distreiñ da Chang An e Sina evit treiñ ar skriturioù Boudaat.
  • E menezioù Japan ec'h emdro relijion ar Shugendo diwar levezon ar voudaegezh, an Daoegezh, ar Shintoegezh ha re all.

Europa ar C'hornôg

  • Savet eo kêr Vrusel.
  • Aloubet eo an Novempopulania, Gwaskonia da zont, gant ar Waskoned (dibenn VIvet, deroù VIIvet).
  • Oadvezh an houarn germanek nevez e Skandinavia (600-800).
  • Mestr eo ar Syered (Sveared), merdeerien, war Götered ar su e Sveden. Savet ez eus ur rouantelezh teokratek gant Uppsala da gêr-benn. Berzh a ra ar c'henwerzh en-dro da greizenn Birka, war un enez eus al lenn Mälar a gemer lec'h Helgö bep un tammig adal 800.
  • Embann a ra tierniezh an Ynglingared e Sveden diskenn eus an doue Freyr. Eus an dierniezh-mañ e tiskenno rouaned norvegat ar Vestfold en IXvet kantved.
  • Difraostadegoù e Sveden (lec'hanvioù e -rud, -ryd, -röd pe -red), kêriadennoù nevez, diorren an ostilherezh (bouc'hal houarn, arar skouarnek - plógr - a gemer lec'h an arar digilhor).
  • E Skandinavia eo techet kinkladur al loened da bellaat diouzh levezon Roma evit tostaat d'ar stiloù reterel (arz ar "Skuted" pe arz ar stepennoù) ledet a-vras ha bet desket gant ar C'hGoted e kreisteiz Rusia moarvat.
  • Bez lestr Sutton Hoo, East Anglia (Bro-Saoz a hiziv)
  • Barzhoniezh saoz kentañ

Reter Europa

  • E deroù ar c'hantved en em stailh ar Slovaked (Slaved) e Slovakia. Deuet eus ar C'harpatoù e ra ar Groated o annez e Kroatia. Evit kelo ar Serbed, deuet eus Galisia ar reter, ez eont tre e Serbia. Ar Slovened e Slovenia, Karniol hag e Stiria (e-tro 602-610). Savet ez eus c'hwec'h tachenn disheñvel ha rakstadoù kroat ha serb.
  • Emañ degouezhet ar Vulgared er Balkanoù.

Tud dibar

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

  • Nevezenti teknikel el labour-douar e Galia : arar rodek, harnez, freilh, oged, treiñ tribloaziek. Implijetoc'h-implijetañ e vint bep un tammig betek ar bloaz 1000.
  • Treuzskrivet eo an danelloù keltiek meur e komz-plaen en Iwerzhon e dibenn ar c'hantved : Kelc'hiad Ulaid, gant e haroz Cú Chulainn, Kelc'hiad Finn, a ra dave da hengoun keltiek ar c'henvreuriezhioù brezel ha chase.
  • E dibenn ar c'hantved eo degaset ar stleug da Bersia eus China
  • Meneg kentañ ar c'hoari Chatrang, hendad ar c'hoari echedoù