Gwiana c'hall

Gwiana
Ardamezioùlogo
Gwiana c'hall
Anv kreolegGwiyan
Anv gallek (ofisiel)Guyane
Melestradurezh
RiezFrañs Frañs
RannvroGwiana c'hall
Pennlec'h
(prefeti)
Cayenne
IsprefetioùSaint-Laurent-du-Maroni
Prezidant ar c'huzul-departamantRodolphe Alexandre
PrefedMarc Del Grande
Kod EBSSA973
Kod ISO 3166-2FR-GF
Poblañsouriezh
Poblañs285 133 ann. (2020)[1]
Stankter3 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù52° 59′ 20″ Su
5° 20′ 00″ Reter
/ -52.9889, 5.33333
Gorread83 846 km²
Adrannoù
Arondisamantoù2
Pastelloù-bro2
Kantonioù
Etrekumuniezhioù4
Kumunioù22


Gwiana, pe a-wechoù Gwian[2], Gwiyan pe Lagwiyan pe La Gwiyan'n e kreoleg ((La) Guyane e galleg hag ent-ofisiel), a zo ur vro e biz Suamerika, a-hed ar Meurvor Atlantel.
E dalc'h Frañs emañ-hi. Un departamant tramor eo (DOM), hag evel holl DOMoù ar Republik c'hall eo ivez ur rannvro c'hall.
Unan eus seizh rannvro dreisttrobarzh Unaniezh Europa eo ivez.

An anv

Graet e vez alies Gwiana c'hall[3], pe Gwiana Frañs(Daveoù a vank), anezhi evit he dishañvalout diouzh ar pezh a oa Gwiana Vreizh-Veur gwechall (bremañ Guyana), Gwiana an Izelvroioù (bremañ Surinam), ha Gwiana Venezuela, ur rannvro eus Venezuela anvet Guayana.

Kêrioù ar vro:

Ar poblañsoù

  • Ar Greoled, mesket du ha gwenn: 40 % eus ar boblañs;
  • An Amerindianed, kentañ pobl ar vro (Arawak, Lokono, Kalina, Wayana, Teko, Wayampi): etre 6 000 ha 9 000 den (5 % )
  • An Hmonged : 2 000 den (deuet eus Azia)
  • Ar re Zu maron pe ar Varoned (Saramaka, Paramaka, Boni) : 10 000 den
  • Ar re Wenn (deuet eus ar vro-benn): 12 % eus ar boblañs
  • Ar re arall (Sinaiz, Libaniz, Haitiz, Brazilianed)...

Arondisamantoù Gwiana

Rannet eo ar Gwiana e daou arondisamant :

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Notennoù


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.