Iliz ar C'hinivelezh

Iliz-rouanez ar C'hinivelezh pe bazilikenn ar C'hinivelezh (arabeg: كنيسة المهد) e Betleem zo unan eus an ilizioù koshañ a gaver er bed a-bezh. Enni emañ mougev ginivelezh Jezuz-Krist.

Bazilikenn ar C'hinivelezh

Istor

Ar c'hrav a oa un tachad kleuz er roc'h. An testeni koshañ diwar-benn al lec'h a zo eus war-dro 150. Er bloavezh 326 e krogas an impalaer Kustentin Veur ha santez Helena da sevel war ar vougev un iliz-rouanez (bazilikenn), hag al labour a voe kaset da benn er bloavezh 333. Ar peder renkennad a golonennoù gant an nev eus ar mare-se a zo c'hoazh en o sav[1].

Iliz Betleem gant ar c'holonennoù c'hoazh en o sav

An iliz-se a c'houzañvas kalz e 529 diwar goust ravolt ar Samaritaned hag e rankas an impalaer Justinian hec’h adsevel etre 531 ha 565. Sevel a reas tri amestez (adreñv-keur), unan en daou benn d'ar groazell hag egile e penn ar c'heur ; adimplij a reas ar c'holonennoù en ur lakaat anezho war ur vogerig, hag e rankas uhellaat al leurenn, ar pezh a guzhas marelligoù (mozaikoù) kaer an iliz kentañ (a weler hiziv a lec'h da lec'h dre doulloù graet el leur-iliz).

Ar Bersed, e 614, a lezas an iliz en he sav, o vezañ m'o doa anavezet o hendadoù er vajed skeudennet en ur varellig ha gwisket evel tud o bro[2].

Pa zeuas ar Vuzulmaned er vro, ar re-mañ a rentas enor da "Issa Ben Maryam" (Jezuz, mab Mari), hag al levrioù muzulman a veulas kaerder iliz ar c'hinivelezh.

Ar Groazidi a gemeras Betleem e 1099 hag an iliz a zeuas da vezañ iliz sakrerez rouaned Jeruzalem. Int-i eo a roas d'ar savadur e stumm a lec'h-kreñv. En o amzer ec'h en em unanas Gresianed ha Latined da gaerraat mogerioù ha kolonennoù gant marelligoù ha livadurioù a ziskouez ar senedoù-meur ekumenikel kentañ ha sent euz Ilizoù ar sav-heol hag ar c'huz-heol : a-gleiz ar sent Maker, Anton, Eutim, Leonard, Katald (Iwerzonad) ; a-zehou Teodoz, Stefan, Kanut roue an Danmark, Olaf roue Norvegia, Visant diagon... Er c'heur hag er groazell e weler senennoù euz an Testamant Nevez : a-zehou an treuzfurmadur hag ar bleunioù, a-gleiz Jezuz oc'h en em ziskouez da Domaz[3].

Ar savadurioù

Steredenn vougev ar c'hinivelezh

A-gleiz hag a zehou d'ar c'heur ez eus ur skalier da ziskenn da vougev ar c'hinivelezh. Ur steredenn arc’hant a verk al lec'h. E latin eo skrivet : "hic de Virgine Maria Jesus Christus natus est" (amañ gant ar Werc’hez Vari eo bet ganet Jezuz Krist).E-kichen emañ mougev chapel ar c'hraou, lec'h ma voe lakaet Jezuz en ul laouer, ha chapel-dindan-douar an Inosanted santel.

War tu kleiz an iliz-rouanez e weler iliz santez Katell, ar c'hloastr ha chapel sant Jerom ; hemañ a lakeas eno, etre 386 ha 420, ar bibl e latin (ar Vulgat).

An nor da antreal en iliz-rouanez a zo evel un diverrañ eus istor an iliz. En nec'h moulladurioù bizantat ; izelloc'h gwareg-torr ar grennamzer ; hag erfin an nor vihan hag izel bet renket evel-se da viret ouzh ar sarrazined da antreal en iliz war o c'hezeg[4].

Skeudennoù

Notennoù