Impalaeriezh Habsbourg

An Impalaeriezh Habsbourg (Habsburgerreich en alamaneg) pe Monarkiezh Habsbourg (Habsburgermonarchie en alamaneg), anvet ivez Monarkiezh an Danav (Donaumonarchie en alamaneg) e oa anv douaroù ha rouantelezhioù an Tiegezh Habsburg, re lignez Aostria peurgetket. En istoriografiezh e vez graet alies gant Aostria, Aostrian hag Aostrianed evel berradur pars pro toto evit an Impalaeriezh Habsbourg. Eus 1438 da 1806 (war-bouez etre 1742 ha 1745), penn tiegezh an Habsbourged a oa ivez Impalaer an Impalaeriezh santel roman german. Koulskoude ne seller ket ouzh Stadoù an Impalaeriezh santel, renet gant o dinastiezh dezhe o-unan (ha strizh-kenañ aotrouniezh an impalaer warne), evel lodennoù eus ar pezh a anver an Impalaeriezh Habsbourg.

Kresk an Impalaeriezh Habsbourg e kreiz Europa
an Impalaeriezh Habsbourg da vare marv Jozef II e 1790. Al linenn ruz a ziskouez harzoù an Impalaeriezh santel.

Kregiñ a reas istor an Impalaeriezh Habsbourg pa voe dilennet Rudolf I evel Roue Germania e 1273 ha pa zeuas Dugelezh Aostria e daouarn e diegezh e 1282. E 1482, Masimilian I a resevas an Izelvroioù dre eured. Edo an div vro en Impalaeriezh santel ha tremen a rejont d'e vab-bihan ha d'e hêr, Charlez V. Hemañ a resevas ivez dre hêrezh Rouantelezh Spagn hag he zrevadennoù ha ren a reas war an Impalaeriezh Habsbourg pa oa en he ment brasañ. Goude dilez Charlez V e 1556 e oa rannet douaroù an Habsbourged etre e vreur Ferdinand I, a rene en e anv en Aostria abaoe 1521, hag a oa roue dilennet Rouantelezh Hungaria ha roue Bohemia abaoe 1526, hag e vab Fulup II Spagn. Mont a reas lignez Spagn (a zalc'he Rouantelezh Spagn, Portugal, an Izelvroioù, Bourgogn, ha broioù en Italia) da get e 1700. En em rannañ a reas lignez Aostria (a zalc'he ivez tron an Impalaeriezh santel, Hungaria, Bohemia, hag o c'hurunennoù) etre skourroù disheñvel eus 1564 da 1665.

Un unaniezh kurunennoù e oa an Impalaeriezh Habsbourg eta, hep bonreizh pe ensavadur boutin estroc'h evit lez an Habsbourged hec'h-unan, ha dalc'hoù e-barzh hag e diavaez an Impalaeriezh santel na oant unanet nemet dre o rieg. E deroù an XIXvet kantved e startaas al liammoù etre ar broioù-se pa oa unanet douaroù an Habsbourged en un doare furmek e 1804 e-barzh Impalaeriezh Aostria. Homañ a zeuas da vezañ Impalaeriezh Aostria-Hungaria eus 1867 da 1918[1][2]. Kouezhañ a reas an Impalaeriezh en he foull neuze goude bezañ koll er Brezel-bed kentañ.

En istoriografiezh e reer alies Aostria eus an Impalaeriezh Habsbourg (hini lignez Aostria) dre vetonimiezh. War-dro 1700 e raed dija gant monarchia austriaca e latin (yezh an darempredoù etrebroadel d'ar c'houlz-se c'hoazh)[3]. En Impalaeriezh santel hepken e oa douaroù an Habsbourged a oa enne an dalc'h orin deuet dre hêrezh, an Erblande, a-raok 1526, douaroù kurunenn Bohemia, an Izelvroioù spagnol etre 1714 ha 1794, ha dalc'hoù en Italia. E diavaez an Impaleriezh santel edo : douaroù kurunenn Hungaria hag an aloubadegoù graet diwar-goust an Impalaeriezh otoman. Edo kêr-benn an dinastiezh e Vienna, nemet etre 1583 ha 1611, pa oa e Praha[4].


Notennoù

Daveoù


Mammennoù

Levrioù da lenn