Aostria-Hungaria

Aostria-Hungaria ([ɔsˌtriayŋga'riːa][1]) a oa kevredad an div Stad meneget en anv ar vro.

Aostria-Hungaria
Österreichisch-ungarische Monarchie
Osztrák-Magyar Monarchia
Banniel Aostria-Hungaria (1869-1918)
Banniel Aostria-Hungaria (1869-1918)
Banniel sivilArdamezioù
Kanoù broadelVolkshymne (Aostria)
Himnusz (Hungaria)
Unpennoù
Yezhoù ofisiel
Aostria Alamaneg, Italianeg, Kroateg, Poloneg, Roumaneg, Serbeg, Sloveneg, Tchekeg, Ukraineg
HungariaHungareg, Latin
Douaroniezh
Kêr-bennWien
Gorread680 887 km² (1907)
Poblañs 48 592 000 (1907)
MoneizKurunenn Aostrian (adalek 1892)

Anvioù

  • (de) Die im Reichsrat vertretenen Königreiche und Länder und die Länder der heiligen ungarischen Stephanskrone : "Ar rouantelezhioù hag ar broioù leuriadet e Kuzul an Impalaeriezh ha broioù Kurunenn Santel hungariat Sant Stefan".
  • (hu) A birodalmi tanácsban képviselt királyságok és országok és a magyar szent korona országai "Ar rouantelezhioù hag ar broioù leuriadet e Kuzul an Impalaeriezh e broioù ar Gurunenn Santel hungariat".

Istor

Diazezet e oa bet e 1867 war dachenn Impalaeriezh Aostria (1806-1867). Renet e oa gant an Habsbourged betek 1918, ar bloaz ma voe dispennet ar c'hevredad pa voe dilezet e dron gant an impalaer diwezhañ, Karl Iañ Habsbourg-Loren. Diazezet e voe meur a Stad war e dachenn : Aostria, Hungaria, Tchekoslovakia ha Rouantelezh SHS (Yougoslavia). Doskaret e voe lod rannvroioù a oa e dalc'h Polonia, Roumania hag Italia.

Yezhoù

Niver ha dregantad a yezherien er boblañs a-bezh e 1910[2]
Yezh
Niver a yezherien
Dregantad
Alamaneg12 006 52123,36
Hungareg10 056 31519,57
Tchekeg6 442 13312,54
Poloneg4 976 8049,68
Serbeg ha kroateg4 380 8918,52
Ukraineg3 997 8317,78
Roumaneg3 224 1476,27
Slovakeg1 967 9703,83
Sloveneg1 255 6202,44
Italianeg768 4221,50
Yezhoù all2 313 5694,51
Hollad51 390 223100,00

Roll broioù Aostria-Hungaria

Broioù Aostria-Hungaria e 1907

Broioù Cisleithania (Aostria)

Broioù Transleithania (Hungaria)

Bro dindan melestradurezh voutin Aostria hag Hungaria

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù