Karelieg

yezh

Ur yezh finnek-ougrek eo ar c'harelieg (karjala) komzet gant tro-dro da 118.000 e Karelia isrannet etre Rusia ha Finland.

Karelieg
(karjala)
Perzhioù
Komzet e :Rusia, Finland
Rannved :Karelia
Komzet gant :118 000
Renkadur :goude 100
Familh-yezh :Yezhoù ouralek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :Karelia (Rusia)
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2krl
ISO 639-3krl
Kod SILKRL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Tost-tre eo ar c'harelieg d'ar finneg, ken tost ma vez renket ken alies all evel ur rannyezh finnek kentoc'h evit ur yezh en hec'h-unan. E gwirionez avat ez eus meur a diforc'h etre an div yezh e pep keñver (geriaoueg, distagadur) ha diaezet eo evit an dud barrek war ar finnek kompren ar garelegerion.

Teir rannyezh kareliek pennañ ez eus:

N'eus yezh unvan ebet ha skrivet e vez gant al lizherenneg latin goude ma oa bet klasket en aner ober gant al lizherenneg kirillek da vare an ez-Unaniezh Soviedel.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez