Makedonia an Norzh

Republik Makedonia an Norzh (e makedoneg: Република Северна Македонија / Republika Severna Makedonija ; en albaneg: Republika e Maqedonisë së Veriut) zo ur vro e gevred Europa, el ledenez valkanek, hag a oa unan eus republikoù Yougoslavia a-raok ma tarzhas ar c'hengevredad-se e 1991.

Република Македонија
Republik Makedonia
Banniel MakedoniaSkoed-ardamez Makedonia
BannielSkoed-ardamez
Lec'hiadur Makedonia
Lec'hiadur Makedonia
Kêr-bennSkopje
Yezh(où) ofisielMakedoneg
GouarnamantRepublik
Gorread
 - Hollad25.713 km²
Poblañs
 - Stankter79.83/km²
Gwerzhid-eur(UTC)
Kod kenrouedad.mk
Lec'hiadur en Europa

Republik Makedonia (Република Македонија) e oa anvet ent-ofisiel etre Gwengolo 1991 ha C'hwevrer 2019. Mont a reas e-barzh Aozadur ar Broadoù Unanet e miz Ebrel 1993 ; met dre ma nac'he Gres ma vije implijet an anv Makedonia evit ar stad nevez, e oa anavezet en aozadur gant an anv "Republik Yougoslaviat Kent Makedonia" (Former Yugoslav Republic of Macedonia, e saozneg, berraet e FYROM). Goude un emglev sinet e 2018 etre gouarnamantoù Gres ha Makedonia e voe kemeret un anv nevez : Republik Makedonia an Norzh. Degemeret eo anv-se gant Gres ha deuet eo da vezañ an anv ofisiel nevez. E miz Meurzh 2020 e teuas da vezañ ezel eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel. War ar renk emañ evit emezelañ da Unaniezh Europa.

Skopje (makedoneg: Скопје; albaneg: Shkupi; turkeg: Üsküp) eo ar gêr-benn.
En-dro da Vakedonia an Norzh emañ stadoù Gres, Bulgaria, Serbia hag Albania.

Tud

Levrlennadur

(bg) Българската политика спрямо Република Македония
(mk) Бугарската политика спрема Република Македониjа