Menez Gwenn

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Menez Gwenn
Menez Gwenn
Anv er vroMonte Bianco, Mont Blanc
Douaroniezh
Menez Gwenn
Uhelder4 805,59 metr
AradennadTolzennad ar Menez gwenn (Alpoù)
Ledred45° 49′ 57″ norzh
Hedred6° 51′ 53″ reter
Melestradurezh
BroFrañs Frañs,  Italia
IsrannSavoia-Uhel
Hent kern ar menez
Pignet da gentañ8 a viz Eost 1786 gant Jacques Balmat ha Michel Paccard
Hent aesañAdalek ti-koad ar Goûter
Geologiezh
Oad30 milion a vloavezhioù
SeurtPikern piramidennek


Ar Menez Gwenn (Mont Blanc e galleg hag en arpitaneg, Monte Bianco en italianeg) eo menez uhelañ an Alpoù hag Unaniezh Europa[1] ; 4 808,72 m eo e uhelder. War an harzoù etre Italia ha Frañs emañ e lein. E Norzh menezioù Savoia en em led tolzennad ar Menez Gwenn war tiriadoù ar gumun c'hall Chamonix-Mont-Blanc hag ar gumun italian Courmayeur ; war e gostezioù Reter emañ ar veveznn etre an div Stad. Un dizemglev war linennad an harz etrebroadel a chom c'hoazh pa arc'h Bro-C'hall ez eus un ezklozadur aparchant da Saint-Gervais-les-Bains ouzh al lein.

Lec'hanvadurezh

N'eo ket kozh-tre an anvadur Menez Gwenn, pa gaver Menez Milliget (Montagne Maudite) dindan sinadur ar mentoniour ha steredoniour jenevad Nicolas Fatio (asambles gant e vreur) a ro jedadenn gentañ an uhelder (2 426 tezad, bezet 4 728 m), ha meneg testennel kentañ al lein war un dro. Koulskoude e kaver Montagne Maudite ha Mont-Mallet war gartenn ar Faucigny, savet gant Jean de Beins e 1600. E 1682 e tispleg Giovanni Tomaso Borgoni, e-barzh Theatrum Statuum Sabaudiæ ma vez roet gant tud ar vro anv Menez Milliget diwar ma vez an uhelennoù goloet a skornegoù a-hed ar bloaz[2].

War an tresadennoù savet e 1742 gant Pierre Martel, naturour jenevad, e weler Menez Gwenn hag e 1775 e tispak ur penngêr Monte Maladetto (Menez Milliget en italianeg) an Dictionnaire historique et géographique portatif de l'Italie (Geriadur godell istorel Italia), asambles gant anvadurioù gallek, Mont Blanc, Mont Maudit ha Les Glacières (Ar Skornegi). Kentañ kartenn o tispakañ Mont Blanc eo hini Suis savet gant ar Saoz William Faden e 1778.

Douaroniezh

Rannet eo tolzennad ar Menez Gwenn etre bro istorel savoiat ar Faucigny ha Traoñienn Aosta hag al linnenn gribenn a dremen gant al lein a zo linenn disrann an doureier etre an diazadoù doureier ar Ron (dre ar stêr Arve) ha hini ar Po (dre ar stêr Doire Baltée).

Gwel 360° diwar ar Menez gwenn

Levrlennadur

  • Ronan Kermene, Ar Menez-Gwenn trec'het. E-barzh Al Liamm, niv. 122, Mae-Mezheven 1967, p. p. 238-246. Pennad dalif reizhet gant Al Liamm. Meur a lec'hanv gallek a voe troet gant Joseph Duchauchix : Nadoz an Adverenn = Aiguille du Goûter, Nadoz ar C'hreisteiz = L'Aiguille du Midi, Ar Muled Bras = Les Grands Mulets. An Duriadenn-c'hoz Gwenn a veze graet eus ar Menez Gwenn gant Jakez Balmat.
  • Nicola Guidici, La philosophie du mont Blanc, éd. Grasset, 2000, 456 pages.
  • Paul Guichonnet, Philippe Joutard, Marie-Christine Vellozi, Marie-Thérèse Vercken, Hugues Lebailly, Mont-blanc : conquête de l'imaginaire, La Fontaine de Siloé, coll. « Paul Payot », 2002 (ISBN 978-2-84206-206-4)
  • Daniel Duret, Mont-Blanc, Éditions de Faucompret, 2003 (ISBN 978-2-906922-50-1)
  • Yves Ballu, Le Mont-Blanc : Temple de l'alpinisme, Dauphiné Libéré, 2005 (ISBN 978-2-911739-87-3)
  • Alain de L'Harpe, L'espace Mont-Blanc en question, L'Harmattan, 2005 (ISBN 978-2-7475-9744-9)
  • Horace Bénédict de Saussure, Premières ascensions au Mont-Blanc 1774-1787, La Découverte, 2005 (ISBN 978-2-7071-4703-5)

Notennoù ha daveennoù


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.