Mor Laptev
Mor Laptev, pe Mor al Lapteved (rusianeg: мо́ре Ла́птевых, more Laptevic'h) a zo ur mor eus Meurvor Arktika lec'hiet en norzh da Sibiria, etre Ledenez Taymyr hag inizi Severnaya Zemlya er c'hornaoueg, hag Inizi Sibiria-Nevez er reter. Er su emañ aodoù Sibiria ar C'hreiz. Mor Kara a gaver er c'hornaoueg ha Mor Sibiria ar Reter eus an tu all. En em deuler a ra al Lena er mor-se. War-dro 700 000 km² eo e c'horread. Dont a ra anv ar mor-se ez eus hini daou ergerzher, kendirvi anezho (ha setu perak e lakaer an anv el liester a-wechoù), Dmitriy Laptev ha C'hariton Laptev a studias an ardremez-se en XVIIIvet kantved.
Liammoù diavaez
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle