Niqab
An niqab (diwar an arabeg نِقاب niqāb, "maskl") zo ur ouel a vez douget gant ar merc'hed e broioù zo eus Azia, evel Arabia pe Yemen. Meur a seurt niqab zo, hag a-wechoù e vez mesket niqab ha burqa.
Turki
Berzet eo an niqab e savadurioù ar stad turk; aotreet eo er straedoù ha kement lec'h all zo.
Naoned
E miz Ebrel 2010 ez eus bet un tamm trouz abalamour d'ur plac'h o vleinañ he c'harr gant he niqab e Naoned. Daoust ha gallout a reer bezañ niqabet da vleinañ pe rankout a reer bezañ diniqab? Politikourien zo hag a garfe lakaat al lezenn c'hall da ziskoulmañ ar gudenn.
Lezenn e Bro-C'hall
Er Vodadenn Vroadel c'hall ez eus bet votet ul lezenn, d'an 19 a viz Mae 2010, a nac'h ar gwir da guzhat an dremm er foran; lakaet eo da dalvezout abaoe an 11 a viz Ebrel 2011.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle