Plougastell-Daoulaz

kumun Penn-ar-Bed
(Adkaset eus Plougastell)

Plougastell-Daoulaz a zo ur gumun eus departamant Penn-ar-Bed, war ribl Morlenn Brest. E Bro-Gerne emañ. War riblenn Su aber an Elorn emañ a-dal da Wipavaz. Plougastelliz eo anv an annezidi, met lavaret e vez ivez ur Plougastell evit ur paotr a orin eus ar barrez, hag ur Blougastellenn evit ur plac'h. Brudet eo Plougastell evit ar sivi a c'hounezer eno hag evit an dilhad hengounel liesliv brav a veze gwisket eno. Brudet eo ivez evit he c'halvar.

Plougastell-Daoulaz
Plasenn a-dal d'an iliz.
Plasenn a-dal d'an iliz.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Plougastel-Daoulas
Bro istorelKernev Kernev
Melestradurezh
DepartamantPenn-ar-Bed
ArondisamantBrest
KantonDaoulaz (betek 2015)
Gwipavaz (abaoe 2015)
Kod kumun29189
Kod post29470
Maer
Amzer gefridi
Dominique Cap
2020-2026
EtrekumuniezhBrest Meurgêr ar Mor
Bro velestradurelBro Brest
Lec'hienn webTi-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs13 277 ann. (2020)[1]
Stankter284 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 22′ 27″ Norzh
4° 22′ 09″ Kornôg
/ 48.374051, -4.369108
Uhelderioùbihanañ 0 m — brasañ 145 m
Gorread46,83 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plougastell-Daoulaz

Douaroniezh

War lez aber an Elorn emañ Plougastell.

Anv

Stummoù kozh eus an anv ː Ploecastel, 1172; Plou Gastel, 1173; Ploecastell, Plebe Castelli Ciscoet ?, 1196; Plebe Casteli, 1218; Plogassel, 1262; Plou Castelli, Guic Castelle, 1330; Ploecastel, 1363; Ploegastel, 1373; Guicastell, 1405; Ploegastel Doulas, 1516; Ploegastell Doulas, 1536; Ploecastell, 1546[2]

Ardamezioù

Palefarzhet ha lammellet ː ouzh 1 ha 4, en glazur e gregilhenn en gwirion; ouzh 2 ha 3 en geot e sivienn en gwirion; e lammell en argant balirant karget ouzh kondon gant un tour ivez en argant dreist karget gant ur vrizhenn erminig en sabel.

Istor

Plougastellenned, taolenn gant Charles Cottet

Unan eus parrezioù kentañ Breizh eo Plougastell bet savet er VIvet kantved. N'eus kastell ebet er barrez avat hag an anv a c'hellfe dont diouzh un oppidum e Roc'h Nivelen met diaes eo gouzout. Marteze ivez e teufe an anv diouzh ar reier bras a sav diouzh tu hanternoz ar gumun e stumm ur seur moger naturel. Meneget eo anv ar barrez dre skrid evit ar wech kentañ en XIvet kantved. Abati Landevenneg en doa douaroù er C'hourenez d'ar poent-se. E 1173 emañ ar pep brasañ eus douaroù ar barrez e dalc'h Abati Daoulaz a savas prioldi Roz ar Venec'h er Feunteun Wenn. Gwechall ez ae tiriad Plougastell betek Landerne ha Daoulaz war zouaroù Loperc'hed, Dirinonn, Lannurvan, Sant Tomaz Landerne hag hanternoz Daoulaz.

Brudet eo Plougastell evit he sivi. Ar re gentañ a voe degaset diouzh Bro-Chile er XVIIvet kantved gant Améde-François Frézier. Buan e reas berz war douaroù stujus ha klouar ar c'hourenez. Kreskiñ a raent mat-tre war an tachennoù durc'haet d'ar c'hreisteiz ha gwarezet diouzh an avel. Ur c'henwerzh frouezhus a voe aozet gant Plougastelliz. Ezporzhiet e veze war-zu Pariz pe Bro-Saoz. E 1937 ez ae ur c'hard eus douaroù ar gumun d'ober sivi. 2 000 tonenn sivi a vez produet c'hoazh bep bloaz d'an deiz hiziv memes ma'z eo troet muioc'h an atantoù bremañ war-zu an tomatez pe ar bleunioù a vez labouret e tier-gwer bras gant peizanted bodet alies e kooperativoù bras.

E-pad pell e oa chomet gwarezet ar c'hourenez diouzh levezon Brest hag Eskopti Leon gant ar stêr Elorn. A-raok na vije savet ar Pont Albert-Louppe (Pont Plougastell) e 1930 e oa ur vag oc'h ober an treizh war-zu Kerhuon. An Treizh eo anvet atav al lec'h-se a-bep tu d'ar stêr. A-drugarez da se he deus dalc'het ar barrez lod eus he gizioù kozh hag he ferzhioù dezhi, pe anvioù familh stank e-touez ar boblañs evel ar Gall pe Kervella.

Dispac'h Gall

  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Cornily e anv, hag ur c'hure, Nicolas Joffrey; ur beleg anvet Claude Le Gleau a reas al le[3].

XXvet kantved

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[6].

Ya d'ar brezhoneg

  • D’an 28 a viz Here 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 21 a viz Ebrel 2006 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
  • D'ar 14 a viz Genver 2011 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
  • Al live 3 oa bet roet d'ar gumun.

Deskadurezh

  • Klasoù divyezhek zo eno abaoe 1995.
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet 457 skoliad er c'hlasoù divyezhek (26,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[7]

Bugaligoù

  • Ar Vagouri La Bambinerie hag an Diwallerezh Mini-Mômes a zo gant un tañva d'ar yezh.

Monumantoù ha traoù heverk

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

BroNiver a vilourion
Aostralia4 (Aerlu)
Rouantelezh-Unanet2 (Aerlu)
Hollad6

Izili un ekipaj nijerez e oant holl. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed d'an 13 a viz Eost 1944 pa gouezhas o c'harr-nij (Lancaster I marilhet ME757 ha kodet WS-O) e Plougastell-Daoulaz[8],[9].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[10]

Gevelliñ

Gevellet eo Plougastell gant:

brokêrabaoe
IwerzhonCathair na Mart1977
Kernev-VeurEssa1987
SikiliaCiminna
TransilvaniaNyárádremete

Tud

  • Klaoda ar Prad, skrivagner brezhoneg, en deus tremenet e vugaleaj eno.

Tud ganet eno

Tud marvet eno

Ardamezeg ar familhoù

Audren,

aotrounez la Villeneuve / Kernevez

En argant e c'hilhog en sabel

[11]

Sivi

Brudet eo sivi Plougastell. Diwar o fouez eo bet savet stumm brezhonek ar ganaouenn saoznek Strawberry Fields Forever.

Levrlennadur

  • Jacq, Goulven, Pinvidigezh ar Paour, Al Liamm, 1977 (eñvorennoù eus e vugaleaj e Plougastell).
  • Marie Joseph Quintin - Kervella, Hervé Quintin, Plougastel de ma jeunesse, Éditions Le Télégramme 2005.
  • Lan Rozmoal, Plougastell, torret e ziouaskell !, Emgleo Breiz, 1995 (notennoù yezh).

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù