Reizh

organ a servij evit ar revelezh

Ar reizh, ar rev a reer eus an hollad organoù a laka kemm etre ar bared hag ar parezed hag a servij evit ar revelezh.


Ur vaouez hag ur gwaz en noazh, gwelet a-dal
1 - Penn9 - Bruched17 - Glin25 - Arzorn
2 - Gouzoug10 - Bronn18 - Ufern26 - Biz-meud
3 - Kef11 - Penn-bronn19 - Troad27 - Palv
4 - Brec'h12 - Kof20 - Lagad28 - Biz-yod
5 - Gar13 - Dorn21 - Fri29 - Biz kreiz
6 - Blev14 - Kourzh22 - Jod30 - Biz-gwalenn
7 - Skouarn15 - Kalc'h23 - Genoù31 - Biz bihan
8 - Skoaz16 - Gousac'h24 - Elgezh

En un doare skiantel e c'heller komz eus an doareennoù reizhel a renk kentañ a servij d'an embarañ hag a vez gwelet splann an aliesañ adalek devezh ar c'hanedigezh. Komzet e vez eus ur barez pa vez an organoù reizhel parez gant ar boud bev, pe eus ur par pa vez an organoù par gantañ. A-wezhioù n'eo ket ken splann-se ha par pe barez eo ar boud nevez-c'hanet.

An doareennoù reizhel a eil renk eo an hollad diforc'hioù etre ar bared hag ar parezed na servijont ket evit ar gouennañ hag a c'hoarvez da vare ar c'hrennoad evit mab-den, pe na vez gwelet nemet gant hiniennoù gour. En o zouez emañ bronnoù ar merc'hed pe mouezh boud ar baotred evit a sell ouzh spesad Mab-den, livioù disheñvel etre pared ha parezed evit kalz spesadoù laboused, hag all.

Pennadoù kar