Ron (stêr)

Ar Ron (Rhône e galleg, Ròse en okitaneg, Rôno en arpitaneg, Rhone en alamaneg, Rotten en alamaneg Suis, Rottu en alemaneg, Rodano en italianeg) a zo unan eus stêrioù brasañ Europa.

Ron
Ar Ron
Ar Ron
Statud{{{14}}}
Hirder812 km
Uhelder an eienenn1 853 m
Kas keitat1820 m³/s
Gorread an diazad95 500 km²
Bro(ioù) douretSuis, Frañs
Diazad stêrioù
?
En em daol eMor Kreizdouar
Ledander er genoù?
Andonmenez Gotthard
Adstêrioù?

stêr • hidrologiezh
Ur pennad Ron zo ivez.

E Suis emañ e vammenn, e menezioù Furkapass (2.108 m) en Alpoù suis. E Suis ivez en em daol e zourioù e lenn Geneva a-raok erruout e Bro-C'hall. E kêr Lyon emañ e gember gant ar Saona. Goude e tiskenn un draonienn hir war-zu ar c'hreisteiz, etre an Alpoù hag ar Menezioù Kreiz, tremen a ra dre gêr Avinhon, ha pa zegouezh e plaenenn Camarga e tro e naoz en un delta a-raok en em deurel er Mor Kreizdouar, etre kêrioù Marselha er reter ha Montpelhièr er c'hornôg. Redek a ra a-hed 812 kilometr en holl (231 km e Suis ha 581 km e Frañs).

Dre ma tegouezh enni stêrioù eus menezioù an Alpoù hag eus ar Menezioù Kreiz e sav buan an dour enni. E Beucaire e tremen 1.650 m³/s. Dinaoz a vez adalek 5.000 m³/s. Dinaozioù bras a zo bet e 1840, 1856 ha 2003 gant 13.000 m³/s.


Kêrioù treuzet gant ar Ron

Delta ar Ron e Camarga

Adstêrioù

Istor

En Henamzer e oa diazezet al Ligured er reter d'ar Ron, hag ar C'halianed er c'hornôg.

Gwelet ivez