Sen to Chihiro no Kamikakushi

Sen to Chihiro no Kamikakushi
Filmdata
Titl orinSen to Chihiro no Kamikakushi
Bro produiñJapan
Deuet er-maez27 a viz Gouere 2001
Yezh orinJapaneg
Padelezh (PAL-DVD) :125 munutenn munutenn
SkignerToho (Japan)
Walt Disney Pictures (North America)
Boujedenn1.9 milion yen
Korvoder gros27,492,509,500 yen
Pare
FilmaozerHayao Miyazaki
ProduerToshio Suzuki
SkrivagnerHayao Miyazaki
SonerezhJoe Hisaishi
Rener al luc'hskeudenniñAtsushi Okui
FrammerTakeshi Seyama
Aktourien

Rumi Hiiragi
Miyu Irino
Mari Natsuki

Liammoù diavaez


Sen to Chihiro no Kamikakushi (千と千尋の神隠し, lenn. Sen ha Chihiro diankadenn speredel ) a zo ur film tresadennoù-bev japanek aozet gant Hayao Miyazaki er studio Ghibli e 2001.

Ar film-mañ eo an hini kentañ eus ur vro nann-saoznek en deus dastumet kement ha 200 milion a zolaroù e-maez ar Stadoù-Unanet. E Japan eo bet gwelet gant 23 milion a dud hag aet eo dreist Titanic a oa e penn renkadur an enkefiadoù brasañ.


Istor

Lodennoù pouezus eus an istor a zo meneget aze.

Chihiro, ur plac'h yaouank, a zo war an hent evit mont d'he di nevez, pa diviz he zad kemer un hent berroc'h. En em gavout a reont neuze dirak ur riboul. Daoust da klemmadennoù ar plac'hig ez a ar familh da welet petra 'zo en tu all. En em gavout a reont en ur gêriadenn goullo, met lec'h ma z' eus boued o c'hortoz debrerien. Krog a ra kerent Chihiro da zebriñ ha pa distro hi da welet anezho ez int bet cheñchet e moc'h.

Klask a raio neuze ar plac'h yaouank da zieubiñ e gerent eus ar mallozh-se, ha dizoloiñ a ra ur bed iskis, leun a speredoù deuet da zistanañ e kreizenn gibelañ Yubaba, mestrez al lec'h. Sikouret e vo gant Haku, ur sorser kevrinus, deskard da Yubaba.

Mouezhioù

  • Rumi Hiiragi : Chihiro
  • Miyu Irino : Haku
  • Mari Natsuki : Yubaba/Zeniba
  • Bunta Sugawara : Kamaji
  • Yasuko Sawaguchi : Mamm Chihiro
  • Yumi Tamai : Lin
  • Tatsuya Gashuin : Ar ran

Prizioù

  • Arzh Aour ar film gwellañ e Festival Berlin 2002.
  • Oscar ar gwellañ tresadenn-bev 2003.
  • César 2003 er rann film gwellañ a estren-vro.
  • BAFTA 2004 er rann film gwelañ en ur yezh all eget ar saozneg.
  • Ur bern festivaloù sinema nebeutoc'h anavezet.

Liammoù diavaez