Te Darjeeling

Unan eus an teoù du prizetañ eo an Darjeeling, dreist-holl er Rouantelezh-Unanet hag e broioù ar C'hommonwealth. Pa vez prientet en un doare reizh e ro un te skañv ha melen-gell gant ur blaz bleuñvek ha spiset.

Darjeeling

DoareDu
Anvioù arallChampagne an Teoù

OrinDarjeeling, India
LivadurBlazet ha spiset.

An droukdrevezañ a zo ur gudenn vras e kenwerzh te Darjeeling : en tu-hont da 40 000 tonennad te Darjeeling a vez gwerzhet bep bloaz tra ma ned a ket an eost dreist da 11 000 tonennad. Evit stourm a-enep an dra-se en deus savet an Tea Board of India testenioù a orin.

Stummoù

Diforc'hañ a reer tri stumm a de Darjeeling hervez poent an eost :

  • Ar First Flush a vez dastumet e miz Meurzh pe e deroù miz Ebrel, goude glaveier an nevezamzer. An hini prizetañ eo.
  • Ar Second Flush a vez dastumet e-kerzh an hañv.
  • An Third Flush a vez dastumet e-kerzh an diskaramzer.

Liammoù diavaez

Gwelet ivez

Te

Te Nepal

Doareoù Te