Volkswagen

Volkswagen (alamaneg a dalvez : karr ar bobl), ar stumm berraet VW a zo anavezet ivez, a zo ur merk kirri-tan alaman bet krouet e 1936 gant Ferdinand Porsche. Perc'hennet eo gant Volkswagen AG. Ferdinand Piëch eo a zo prezidant kuzul evezhiañ an embregerezh.

Volkswagen
car brand, saver-kirri, subsidiary
Tachenn obererezhioùsevel kirri Kemmañ
Deiziad krouiñ28 Mae 1937 Kemmañ
Anv berrVW Kemmañ
Den heverkFerdinand Porsche Kemmañ
Anvet diwarKdF Wagen Kemmañ
DiazezerGerman Labor Front Kemmañ
PennrenerThomas Schäfer Kemmañ
Testenn ar ger-sturDas Auto Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Furm lezennAktiengesellschaft Kemmañ
Aozadur mammVolkswagen Kemmañ
Sez sokialWolfsburg Kemmañ
Darvoud-alc'hwezVolkswagen emissions scandal Kemmañ
Prizioù resevetPriz Ig Nobel Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.vw.com/, https://www.volkswagen.de/, https://www.volkswagen.com/, https://www.volkswagen.ru/ Kemmañ
HashtagVolkswagen Kemmañ
Operating areaworldwide Kemmañ
Affiliated worker organisationVolkswagen worker organizations Kemmañ
WMI codeWVW Kemmañ
Logo Volswagen
Volkswagen Käfer, karr brudetañ Volkswagen
Volkswagen Golf VI

Gwerzhañ kirri er bed a-bezh

E-kerzh kentañ c'hwec'hmiziad 2008 e voe gwerzhet 3,27 milion a girri er bed gant an embregerezh Volkswagen (merkoù Volkswagen, Audi, Seat, Skoda). Er pevare renk e roll an embregerezhioù sevel kirri e oa neuze Volkswagen, war-lerc'h Ford.

Dasparzh ar gwerzhañ :

  • Europa= 1,84 milion a girri gwerzhet, 534 000 anezho en Alamagn ha 282 000 anezho (+19% dindan 6 miz) e Kreiz Europa hag en Europa ar Reter.
  • Er broioù o tiorren: Sina = 531 600 karr (+23% dindan 6 miz), Brazil = 316 000 karr gwerzhet, (+22%)[1]. Gant kresk ar gwerzhañ er broioù o tiorren ez eo deuet Volkswagen da vezañ eil embregerezh sevel kirri ar bed, dirak Ford.

Kirri Volkswagen

Kirri bet savet

  • Volkswagen Bora
  • Volkswagen Bora break
  • Volkswagen Cab.
  • Volkswagen Caddy, karbed gwazadur
  • Volkswagen Caravelle
  • Volkswagen 166
  • Volkswagen 181
  • Volkswagen Combi
  • Volkswagen Corrado
  • Volkswagen Gol/Parati/Saveiro (e Brazil) Pointer (e Mec'hiko)
  • Volkswagen Golf
  • Volkswagen Golf II
  • Volkswagen Golf III
  • Volkswagen Golf IV
  • Volkswagen Golf IV break, break
  • Volkswagen Fox (e Mec'hiko)
  • Volkswagen Iltis
  • Volkswagen Jetta
  • Volkswagen K70
  • Volkswagen Käfer
  • Volkswagen Karmann
  • Volkswagen Karmann Ghia
  • Volkswagen Karmann kabrioled
  • Volkswagen LT
  • Volkswagen Lupo
  • Volkswagen Minibus
  • Volkswagen Multivan
  • Volkswagen Polo I
  • Volkswagen Polo II
  • Volkswagen Polo III
  • Volkswagen Polo IV
  • Volkswagen Santana
  • Volkswagen Scirocco
  • Volkswagen Shuttle
  • Volkswagen Taro
  • Volkswagen Transporter
  • Volkswagen Type 3 : Notchback, Fastback, Variant
  • Volkswagen Type 4 : 411, 412
  • Volkswagen Vento

Kirri bremañ

  • Volkswagen Fox, karr bihan savet e Brazil hag ezporzhiet da Europa. Memes diazez hag ar Polo
  • Volkswagen Polo V, karr da vleniañ e kêr, an hini kentañ a voe savet e 1975
  • Volkswagen CrossPolo, karr da vleniañ e kêr, evel ur Polo uhelaet
  • Volkswagen Gol, karr marc'hadmat savet e Brazil
  • Volkswagen Golf VI, berlinenn grenn
  • Volkswagen Golf V SW, break krenn
  • Volkswagen Golf Plus, monospas krenn
  • Volkswagen Eos, kabrioled krenn, diwar batrom ar Golf
  • Volkswagen Jetta, stumm 4 dor ar Golf
  • Volkswagen New Beetle, berlinenn grenn 3 dor, ha neuz mod kozh bet krouet e 1998, diwar batrom ar Volkswagen Käfer
  • Volkswagen New Beetle kabrioled, berlinenn grenn cabrioled, ha neuz mod kozh bet krouet e 1998, diwar batrom ar Volkswagen Käfer
  • Volkswagen Touran, monospas krenn
  • Volkswagen Caddy, karbed gwazadur pe karbed evit familhoù, diwar batrom an Touran
  • Volkswagen Passat, karr evit familhoù
  • Volkswagen Passat SW, break evit familhoù
  • Volkswagen Passat CC, berlinenn 4 azezenn
  • Volkswagen Phaeton, limouzenn
  • Volkswagen Sharan, monospas
  • Volkswagen Multivan, karbed gwazadur er penn-kentañ, kempennet da vezañ ur monospas
  • Volkswagen Tiguan, karr treuz bro krenn, diwar batrom ar Golf, krouet e dibenn 2007
  • Volkswagen Touareg, karr treuz bro, memes diazez hag ar Porsche Cayenne
  • Volkswagen Scirocco, karbed krennet, 3 dor, diwar ar Golf V
  • Volkswagen Routan, monospas 7 azezenn, gwerzhet e Kanada hag e SUA, diwar an Dodge Grand Caravan
  • Volkswagen Golf city (doare 4) krenn, gwerzhet e Kanada
  • Volkswagen Jetta city (doare 4) krenn, gwerzhet e Kanada
  • Volkswagen Amarok, pick-up

Concept-car

  • Volkswagen Iroc
  • Volkswagen Up!
  • Volkswagen W12

Notennoù


Liamm diavaez

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.