Abdul Kalam

Avul Pakir Jainulabdeen Abdul Kalam, anavezetoc'h evel Abdul Kalam (15 Here 1931 - 27 Gouere 2015) a oa ur skiantour ha politikour indian hag a voe unnekvet prezidant India eus 2002 da 2007. Ganet ha desavet e voe e Rameswaram, war aod Tamil Nadu, en ur familh muzulmaned. Studiañ a reas ar fizik. Tremen a reas meur a zek vloaz o labourat en Defence Research and Development Organisation (DRDO) hag en Indian Space Research Organisation (ISRO) ha kemer a reas perzh da vat e programmoù evit diorren ar bombez atomek en India. Ken e teuas da vezañ brudet evel ar Missile Man of India[1][2]. Perzh a gemeras ivez en taolioù-arnod nukleel anvet Pokhran-II, e 1998.

A. P. J. Abdul Kalam

Dilennet e voe Abdul Kalam da brezidant India e 2002, gant skoazell an daou strollad politikel bras, ar Bharatiya Janata Party hag an Indian National Congress. Da neuze e voe brudet evel "prezidant ar bobl" (People's President)[3]. Distreiñ a reas d'e vuhez kent goude e respetad pemp bloaz.

Mervel a reas gant un taol-kalon pa oa oc'h ober ur brezegenn en ur skol uhel, d'ar 27 a viz Gouere 2015, d'an oad a 83 bloaz. Miliadoù a dud a zeuas d'e obidoù e Rameswaram[4]. En tu-hont d'e vrud evel politiker hag evel skiantour e oa anavezet Abdul Kalam evel un den fur hag un denelour ha doujet e oa gant tud eus an holl gostezennoù hag an holl relijionoù en e vro.

Notennoù

Liammoù diavaez