Bageerezh-dre-lien


Ur vag-dre-lien pe gouelier a zo ur vag az a war-raok war vor pe war ul lenn gant nerzh an avel. En amzer gozh e veze implijet evit an treuzdougen, ar c'henwerzh hag evel-just evit brezeliñ. Bez' e oa kalz a emgannoù war vor etre Bro-Saoz, Bro-C'hall, Bro-Spagn hag an Izelvroioù.

bageerezh-dre-lien
doare lestr
Iskevrennad euslestr, wind-powered vehicle Kemmañ
A implijgouel Kemmañ
Kod MCN8903.91.00 Kemmañ

Erlec'hiet int bet e-pad an XIXvet hag an XXvet kantved gant bigi o doa ur c'heflusker gant aerhenn. Bremañ emañ ar re gant kefluskerien o kemer o flas. Ar bigi-dre-lien a vez implijet dreist-holl evit bale pe evit ar gourenadegoù sport. An holl bigi dre lien o deus unan pe meur a gouc'h, unan pe veur a wern o tougen ar gouelioù.

Ar bagoù

En Henamzer

Ar galeoù oa ar re anavezetañ. Implijet e oant gant ar Romaned. Gant gouelioù karrez e kerzent. Ar galeoù a oa dreist-holl evit brezeliñ pa veze ar Romaned er Mor Kreizdouar. Pa ne oa ket an avel eus an tu mat e veze lakaet ar sklaved da roeñvat. Met bez e oa galeoù hiroc'h a servije evit ar c'henwerzh a-benn treuzdougen peulvanoù eus Bro-Ejipt betek Roma.

Er memes mare o doa ar Sinaiz ijinet unan eus ar bagoù ar re solutañ : ar jonkenn implijet c'hoazh hiziv gant ar pobloù eus Gevred Azia. N'he deus ar jonkenn a foñs plat kein ebet. Kreñvaet eo he framm gant ur reizhiad speurennoù e-barzh ar c'horf. Setu eo gwarezet ouzh ar peñseoù. Marco Polo en doa graet anv eus ar jonkoù en e zanevelloù beaj.

Er Grennamzer

Bez e oa ar c'hog, ur vag gant ur wern hag ur ouel garrez, implijet evit ar c'henwerzh pe al laerezh vor e Mor an Norzh.

Ar c'harag a zo bet ijinet e fin ar Grennamzer. Unan eus ar bigi europat a c'helle mont war ar mor bras e oa. Setu eo bet ar c'harag bigi ar Bortugaliz hag ar Spagnoled e-pad an ergerzhadegoù bras. Ar garavellenn a oa ivez implijet evit-se.

Bag ar Vikinged, an drakkar a zo anavezet mat evit e foñs plaen. Setu e oa posupl dezho mont war ar meurvorioù met ivez war ar stêrioù-meur. Bez en deus ur ouel garrez hag un dra disheñvel eus ar re all betek henn: ur c'hein.

Ar flut, bet ijinet en 18vet kantved gant an Hollandiz a oa implijet evit treuzdougen marc'hadourezh.

An Azginivelezh

Ar garavellenn

Ar garavellenn a oa implijet gant ar Bortugaliz dreist-holl er 15vet kantved evit dizoleiñ Afrika. Bihan a-walc'h e oa gant ur fard gwanaet. Bez he doa teir pe beder gwern dant telloù met gouelioù karrez war ar wern vihan. War ar garavellenn eo e oa Kristol Goulm aet betek Amerika.

Ar c'halion

Implijet e Europa (e Bro-Spagn ar muiañ) e-pad ar 16vet ha 18vet kantved, ur vag vrezeliñ e oa. Gant teir pe bemp gwern, e oa ar galionoù un emdroadur eus ar c'harak gant arouezennoù eus ar garavellenn (ar penn a-dreñv karrez). Finoc'h eo he c'houc'h. Meur a bont he doa renkennoù kanolioù (betek 120 anezho). Bez' e oa ganti bigi bihanoc'h evel ar fourgadennoù (fregatoù) hag ar c'horvetennoù. Al listri-se o doa 36 kanol, lakaet war ar pont kontrol d'ar c'halionnoù.

Etre an 18vet hag an 19vet kantved e oa deuet war wel batimantoù bihan milourel all evel ar brick, ar brigantin, ar c'houeletenn ha c'hoazh al loutr.

Ar bagoù a-hiziv

Diaes eo rummata ar bigi a-hiziv. Moaien zo rummata anezho diouzh niver o c'houc'hoù (bigi ur c'houc'h, hag all) pe o fardaj (niver a wernioù, stumm ar gouelioù...), pe c'hoazh diouzh o gouestoni da vont war ar mor bras d'ober un dreuzadenn, pe da chom e-kichen an aod. Tu zo ivez ober rummadoù en ur daoler kont eus o implij (evit ar redadegoù, pe evit ar bale).

Ar plankenn-dre-lien

Ar plankenn-dre-lien pe windsurf he deus ur flojenn hag ul lien libr da lavaret eo ul lien staget ouzh ur wern a c'hell treiñ warni he unan. Bez' e c'hell mont kenkoulz war an dour plat ha war ar mor rust.

An driver

An driver zo ur vag hep kein ebet met gant un driv (ur seurt kilhenn a c'hell bezañ tennet). Implijet e vez evit ober gourenadegoù er regatoù pe evit pourmen. Bez' ez eus driverion disheñvel :

  • an driver e-unan, gant ur ouel nemetken. Ar re anavezetañ eo an Optimist krouet e 1947 a zo dreist-holl evit ar vugale dindan 15 bloaz, an Europa (evit ar grennarded hag an oadourien, al laser radiazl (evit ar merc'hed) pe standart.
  • an driver doubl en deus un ouel vras, ur fok, ur spinnaker. Ar re bennañ e Breizh eo ar C'holl-boued ( ar Vaurien), an Ekip, ar 420, ar 470 (olempek), ar Fireball, ar 5O5, ar Snipe.
  • an driver a-stroll a zo implijet evit mont da bourmen gant meur a zen. An hini anavezetañ eo ar garavellenn. Bez' ez eus ivez al Lookout, al Laser 16,...

Ar c'hatamaran

Ar c'hatamaran eo ur vag he deus daou gouc'h. Setu eo rummataet evel ur vag lieskouc'h. Bez' en deus ur ouel vras hag ur fok. Implijet e vez evit ar bale a dizh bras hag ivez evit ar gourenadegoù hir war ar mor bras. E stabilded zo un avañs.


Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.