Herodez Veur

Ur pennad Herodez zo ivez.

Herodez (hebraeg הוֹרְדוֹס Hordos, henc'hresianeg: ἡρῴδης), pe Herodez Veur, pe Herodez Iañ (-73, -4), a oa ur roue a oa sujet d'ar Romaned, hag a renas e Judea, eus 37 kent JK betek ar bloaz -4, en ur rouantelezhig sujet d'ar Romaned, e kêr Jeriko, war-lerc'h Antigonus II.Anavezet eo dre skridoù Flavius Josephus.

Pezh moneiz kouevr eus Herodez Veur.
Herodez Veur, taolenn gant Théophile Lybaert.

Mab e oa da Antipater ha Cypros. Lakaet e voe da roue Jeruzalem gant ar Romaned. Tennañ a reas galloud digant ar veleien a rene e Judea abaoe Savidigezh an Eil Templ.

Lakaat a reas lazhañ e wreg Mariamne ha meur a hini eus he bugale, evit mirout a gaout kevezerien.

Er bloavezh -4, e Jeruzalem, pa oa Herodez war e dalaroù, ez eas farizianed yaouank da dennañ erer al lejionoù roman, hag int da emgannañ ouzh kazarn roman Jeruzalem. Ha Herodez da c'houlenn lakaat d'ar marv ar farizianed o devoa graet an torfed ouzh an erer roman, ma voent losket en o bev d'an 12 a viz Meurzh.

Pa varvas Herodez e voe rannet e rouantelezh etre peder lodenn pe tetrarkiezh:

  • ar gentañ d'e c'hoar Salome, hag ar re all etre e vibien
  • an eil d'e vab Herodez Arc'helaos (Judea),
  • an trede d'e vab Herodez Antipas (Galilea ha Perea)
  • ar pevare da Herodez Filipos II (Transjordania).

Dimezioù ha bugale

Brudet e oa e grizded. En Aviel Mazhev eo-eñ a c'houlenn lazhañ ar vugale dindan daou vloaz dre ma oa bet embannet gant ar Furien e oa ganet « roue ar Yuzevien », ha sed ar pezh zo anvet Lazhadeg an Inosanted, pe Lazahadeg an Dianteged Wenn.

E vugale

Euredoù ha diskennidi

Alc'hwez
arouezioù & talvoudegezh
+ = dimezet da
| = o tiskenn eus
../——— = breur pe c'hoar da
m. = merc’h
g. = bet ganet e
t. = tremenet e, marvet e
d. = bet dimezet da
? = dianav pe nompas lakaet en daolenn
Herodez Veur + Doris    |   Antipater   t. -4?
Herodez Veur + Mariamne Iañ,  t. -29?, m. Aleksandr.    | ————————————————————————————————————————————— |   |   |      |Aristoboulos Aleksandr Salampsio + Fasael Kyprosd -7?  d -7?    |    d. Antipater(2)d.Berenis      Kypros | ———————————————————————————————————————————————————————————————— |    |    |    |    |Mariamne III Herodez III Herodiadez Herodez Agrippa Aristoboulos Vd. he eontr Roue Kalsis  +   Roue JudeaArc’helaos ?   d.1. Herodez II Boethus            he eontr      2. Herodez Fulup Iañ        he eontr      3. Herodez Antipas        he eontr
Herodez Veur + Mariamne II,  m. Simon ar Beleg-bras.    | ————————————————— |     |Herodez II Herodez Fulup IañBoethus
Herodez Veur + Maltake (ur Samaritan)    | ————————————————————————————————————————————————|         |   |Herodez Antipas      Archelaus Olimpiasg. -20?+ Phasaelis,mh Aretas IV, Roue Arabia"dispartiet" evit eurediñ :+ Herodias,m. Aristoboulos (mab da Herodez Veur)
Herodez Veur + Kleopatra Jeruzalem    | Fulup an Tetrark   t. 34
  • Antipater(2) a oa mab da Jozeb ha Salome
  • An deiziadoù gant ? a zle bezañ gwiriet e-keñver an dizoloadennoù nevesañ

Levrlennadur

  • Christian-Georges Schwentzel, Hérode le Grand, Pygmalion, Paris, 2011

Notennoù