IXvet kantved

801802803804805806807808809810
811812813814815816817818819820
821822823824825826827828829830
831832833834835836837838839840
841842843844845846847848849850
851852853854855856857858859860
861862863864865866867868869870
871872873874875876877878879880
881882883884885886887888889890
891892893894895896897898899900

D'ar 1 Genver 801 e krog an IXvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 900.


En Iraq en IXvet kantved eo bet savet ar plad priaj-mañ. Miret eo er Smithsonian Institute e Washington (DK)


Darvoudoù

Afrika

  • 800-909 : Ren a ra an Aghlabided evel un dierniezh dizalc'h e Norzhafrika.
  • Degemeret an Islam gant ar Verbered.
  • En em staliañ an Arabed a-hed aodoù Somalia ha treiñ a reont d'an Islam ar pobladoù a orin hamitek.
  • Emren an eil eus egile eo ar c'hontoueroù kenwerzhel bet krouet adal an VIIIvet kantved etre Mogadiscio ha Sofala gant muzulmaned genidik eus Arabia ha Persia. Kevezerezh zo etrezo.
  • Kenwerzhourien vuzulman en em stailh e gwalarn ha gevred Madagaskar.
  • Aloubiñ a ra ar Vedjaed norzh Etiopia. Diouzh an istorour arab Yaqoubi eo bet krouet ganto etre Assouan hag Etiopia rouantelezhioù Naqiq, Baklin, Bazen, Giarin ha Kata'ah. Roudoù o deus laosket e barzhoniezh norzh Etiopia, m'eo heverk perzh ar meuriad Rom. Da get e vijent aet da-heul ur maread galloudek a-walc'h. Dedennus eo ar bezioù chomet war o lerc'h. Eñvor o finvidigezh zo bet miret ivez.
  • Bog armerzhel ha milourel rouantelezh kristen Nubia. (Marevezh kentañ istor Soudan)
  • Etre an IXvet hag an XIIIvet kantved, en em stailh pobladoù a orin chona (Bantou) war an douaroù ac'hubet gant mengleuzerien batonga, e Rodezia. Gant ar Chonaed, bet sujet ar vengleuzerien, e vije bet savet kêr Zimbabwe da gentañ.
  • En em stummañ a ra ar rouantelezh Tekrour e Senegal gant ar bobl Toukouleur (meskaj Peuled ha Duidi) en em stailh e traoñienn ar stêr Senegal.
  • Krouet o c'hêr-benn Ndjimi gant rouaned Kanem (Tchad). Kristen e vije bet rouaned kentañ Kanem betek 1085, bloaz m'en em droas ar roue Oume war-du an Islam.
  • En em zispak a ra sevenadurezh Igbo-Ukwu e reter an Nigeria a-hed an IXvet-Xvet kantved.
  • E-tro 800 : 10 000 annezad e kêr Djenne-Djenno e Mali, anezhi koshañ kêr kornôg Afrika (s.o. -250).

Amerika

  • Dianav e chom abeg diskar ar marevezh maya klasel.

Azia

  • Deroù ur prantad teñval evit rouantelezh Tibet, gronnet gant Indeziz, Arabed ha Sinaiz. A-dammoù ez a unaniezh ar vro. Peuzdistrujet, ne vo ket ar voudaegezh evit adsevel he c'hein a-raok an XIvet kantved.
  • Kabestret eo Bhoutan gant ar Vhotiaed.

Reter-nesañ

  • Jorjia : adc'hounit a ra tamm-ha-tamm tierniezh ar Vagratided an dachenn bet laosket gant an alouberien arab.
  • Dastumet eo an Hadith, hollad "lavaroù" ar Profed Mohammed hag an dud en-dro dezhañ a ya d'ober an darn vrasañ eus ar sunna (hengoun).

Europa

  • Dont a ra war-wel al Lived, hendadoù al Latviz, e Latvia
  • Meneget eo ar Bolaned evit ar wech kentañ gant un douaroniour bavarat en hanterenn gentañ ar c'hantved.
  • Argaset eo ar Betcheneged gant Turked Oghuz etrezek ar c'hornôg etre an Oural hag ar Volga, ha goude, etre ar Volga hag an Don hag e-tro norzh mor Azov. Mont a reont a-benn d'ar Vagyared a vo argaset ganto en tu all d'an Dniepr ha d'an Danav. A-benn dibenn ar c'hantved, int mestr war aod ar mor Du, eus an Don da Voldavia.
  • D'o zro en em gav ar Vagyared en Hungaria a-vremañ; rediet eo ar Serbed hag ar Vulgared d'en em staliañ er su d'an Danav.
  • Beowulf a c'hall bezañ bet o skrivañ er c'hantved-mañ met kenkoulz all eo bet graet gantañ e-doug ar c'hantved kent VIIIvet kantved
  • Ren Karl Veur; Azignivelezh karolingat (anvadur a dabuter warnañ) e kornôg Europa
  • Deroù an tagadennoù Viking bras war Europa; freuzet eo buhez tud diniver
  • Douaret lestr Oseberg
  • E-tro 813-915 – marevezh a argadoù arab dre vor war aodoù mor Tirenia ha mor Adria.
  • 845 : emgann Ballon, trec'h eo Nevenoù war lu ar Franked; ganet eo Stad Breizh.
  • 850-875 : en em gavout ra an drevadennerien Nors kentañ en Island.
  • 863-879 : maread skism etre Ilizoù a reter hag ar c'hornôg
  • 870 : Savet kastell Praha
  • En Italia e teu kêrioù zo da vezañ republikoù dizalc'h, evel Forlì, e 889.
  • Dibenn ar c'hantved : en em ledañ a ra Bulgaria eus genou an Danav betek Epir ha Bosnia.
  • Trec'h eo Harald Fairhair en emgann Hafrsfjord; unanet eo Norvegia en ur rouantelezh hepken.

Armerzh ha kevredigezh

Impalaeriezh karolingat

  • En em astenn a ra an impalaeriezh karolingat war 1,2 milion a km² ha bodañ a ra 15 milion a dud.
  • Rannet eo an implaeriezh e 300 kontelezh rannet d'o zro e pagi pe e gau. E penn ar gontelezh (comitatus) emañ ar c'hont, e penn ar pagus ar vikel hag e penn ar gau ar c'hantener. Anvet gant ar roue e c'hall ar gonted bezañ dilec'hiet pe torret eus o c'harg. Da baeamant e resevont e kerz, korvoderioù an impalaer (honor pe comitatus). Seveniñ a ra urzhioù ar roue, gervel a ra an dud frank evit ar argad bloaziek (an ost), kadoriañ a ra lez-varn ar roue (ar mall foran). Skoazellet eo gant ur c'hoskor a 10 pe 12 a dud. Gant se eo isframmet an impalaeriezh. A-wechoù e vez bodet ar c'hontelezhioù a vez fiziet en un dug pe en ur markgraf en tiriadoù war an harzoù (ar marzoù).
  • C'hoarvezout a ra e chomfe ar garg a gont en hevelep tiegezh e-pad meur a remziad : da skouer, eo dalc'het kontelezh Oberrheingau (Roen-Uhelañ) gant Rupert, marv a-raok 764, goude gant e vab Kankor betek 771 hag e vab-bihan Emmerich betek 785. E 795 ez a d'e genderv Rupert he zreuzkas d'e dro d'e vab anvet Rupert ivez e 807.
  • War ar maez e vev ar pep brasañ eus an dud en impalaeriezh. Labourat a reont e domanioù bras (villae) rannet an douaroù enno e mirlec'hioù (terra indominicata) hag e rannoù, anezho dalc'hoù frank pe servel roet da goumananterien en eskemm d'an aner graet war an douaroù miret. N'eus ken nemet en-dro d'ar mor kreizdouar ez eus bet kendalc'het gant reizhiad sklaved an henamzer pe neuze en tiegezh evel mevelien. Alies e vez staget ouzh ur rann labouret gantañ. Tennañ a ra neuze e stad armerzhel da hini an trevadenner, anezhañ un den dizalc'h (frank), met a zo divarrek pe a vez miret outañ gant e vestr da respont da c'halvoù mall (lez-varn) ar c'hont. E dalc'h e vestr emañ. Tamm-ha-tamm e c'hoarvez an tremen d'ur stad sokial nevez, eus ar sklaverezh pe eus an trevadennerezh d'ar servelezh (dindan beli klok ar mestr emañ ar serv dalc'het). Perc'henned vihan a labour un douar-kuit zo c'hoazh met nebeut a ditouroù zo diwar o fenn.

Skandinavia

  • War sevel emañ armeoù rouaned Skandinavia e-tro an IXvet hag an Xvet kantved gant an hevelep sternerien hag an hevelep pennoù hag al lestrazoù roueel. Dre ar savadeg vilourel diazezet war an tuta dre ranndir, al leidhangr (hennorvegeg), lethang (daneg) pe lethungr (svedeg), e vez savet an nerzhioù armet. Rankout a ra pep domani pe strollad kêriadennoù pourchas d'ar roue ul lestr hag e skipailh armet ha leviet gant ar styresmand, penn ar gumuniezh vihan a-ziwar ar maez deuet da vezañ ur penn milourel. Mont a ra ur skoed kelc'hiek, ur c'hleze hag ur vouc'hal vrezeliañ, ur goaf hag un tokarn begek d'ober an armoù rakwelet evit pep den eus al leidhangr. Rakwelet emañ ivez el lezenn evit pep den ur roched-houarn dre skañv roeñviñ, ur wareg ha saezhoù. E Danmark emañ ouzhpenn ur marc'h hag un arbalastr evit pep lestr.
  • War zouar en em ganner peurliesañ, tal-ouzh-tal ha war linennoù. Mont a ra ar Penn hag e warded d'ober ur graonenn strollet en-dro d'ar banniel (skjaldborg, goudor stummet gant ar skoedoù). Goude ul lid argad evit ar bagadoù e stlap an eil lu war egile a armoù bann (mein, goafioù) ha tostaat a ra al linennoù en em gann en dizurzh dre lies emgannoù a-zaou. Kadarnded ar Pennoù a c'hoari kalz war disoc'h an emgann. Pa vez sklaer emeur re wan n'eo ket un dizenor goulenn truez hag, alies, e vez roet gant an eneber. Brezelourien zo (ar berserkir, "kuzhet e kroc'hen un arzh"), a glask diwiridikaat o c'horf diouzh ar boan dre droioù hud ha trelat.

Impalaeriezh vizantat

  • En Impalaeriezh vizantat, e vez tutet soudarded hag isofisourien al lu kreiz evel soudarded an themes (rann velestradurel) e-touez ar stratiôtês (soudard-kouer), anezho labourerien-douar perc'henned a zle ar servij soudard en eskemm da vuzulioù gwareziñ bras e-keñver an tailhoù.
  • Kenderc'hel a ra ar Stad vizantat gant unanenn dailhoù ar c'hôrion (kêriadenn) dre gwir kentprenañ ar gendailhidi pa vez gwerzhet un tamm douar ha kas a ra war-raok ar perc'henniezhioù krenn dre gevratoù tiekaat (war "hanter") pe dre feurmiñ douaroù gant feurioù emsav (10% eus ar frouezh).

Reter-nesañ & bed arab

  • Doare merañ an douaroù en Impalaeriezh abasid zo termenet gant an aloubadeg he deus graet eus ar gumuniezh vuzulman perc'henn an douaroù. Gallout a ra ar C'halif a gomz en hec'h anv ober ganto evel ma kar. Evit gwir ez eus meur a seurt perc'henniezhioù : douaroù prevez ar pobladoù anvuzulman da vare an aloubadeg; gallout a ra ar-se bezañ dalc'het gant o ferc'henn en eskemm eus paeamant ar c'harâdj, bezañ gwerzhet ha legaset; douaroù prevez ar vuzulmaned, douraoù frank (mulk), akuizitet dre bren digant perc'henned eus ar vro; rankout a ranker paeañ an deog evito; an domanioù foran savet diwar diberc'hennadurioù c'hoarvezet da vare an aloubadeg a vez meret war-eeun gant melestridi ar c'halif, pe laosket gant tud prevez pe da strolladoù (qatai) ; dilamadus eo ar madoù wafq fiziet gant ar feizidi en diazezadurioù deol (moskeenn, skolioù, ospitalioù…).
  • Tieien dre zaouhanter zo eus al labourerien-douar peurliesañ. Diazezet eo an dourañ, laosket da hêrezh gant an Henamzer (dour-beuz an Nil en Egipt, kanolioù Mezopotamia, puñsoù branskellek (chadouf), rod troet gant loened (noria), stankelloù e Treuzoksian, e Khuzistan hag e Yemen, ribouloù danzouar e traoñ ar menezioù Iran (kanat) pe er Maghreb (rhettara)), war un aozadur kumuniezhel kreñv ha perzh oberiant ar Stad. Labouret e vez c'hoazh gant an arar digilhor ha stuziet nemeur eo an douar gant ar gwan m'eo an desevel loened.
  • Broudet eo produerezh al labour-douar gant goulenn ar c'heodedoù bras ha metoù ar vrientinien. Dreist-holl e c'hounezer produioù plant : edaj (ed, riz), frouezh (abrikez, aouravaloù), legumaj, eoul olivez (Siria ha Palestina, miret evit ar re binvidik), sesam (Iraq), rabez, kolza, lin pe risin (Egipt), gwiniegi (Siria, Palestina, Egipt), datez, bananez (Egipt), ha korzh sukr. Pouezus e chom ar saverezh loened evit ar boued, pourchas danvezioù krai (gloan, lêr hag evit an treuzdougen (kañvaled, dremedaled, kezeg turk-ha-mongol pe kezeg-gwad arab). Dre-holl e kaver deñved ha war-raok ez a ar saverezh bualed (geunioù goueled Iraq pe Oront). Bastañ a ra ar saverezhioù yer, pichoned pe gwenan d'ar goulenn bras a vez e-touez ar renkadoù en o aez. Tremen a ra ar bobl vunud gant boued difonn, plant dreist-holl (galetez riz, yod ed, legumaj ha frouezh).

Tud dibar

Iijnadennoù, kavadennoù, degasadennoù