Soliadouriezh

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Implijet e vez ar ger soliadouriezh (pe pozitivegezh) evit un nebeud skolioù preder deuet dre brederouriezh Auguste Comte :

  • E penn kentañ eo bet eztaolet eus 1830 betek 1845 gant Auguste Comte (1798-1857) ar soliadouriezh skiantel. Pa soñje Comte e tlefe an Denelezh dilezel ar relijionoù ez eas goude 1847 da dermeniñ ur seurt relijion an Denelezh
  • ar soliadouriezh gwiraouel
  • ar soliadouriezh poelloniel eztaolet er bloavezhioù 1920 gant Kelc'h Vienna
  • un nebeud kelennoù soliadouriezhel e Bro-Saoz nes d'an arallgarouriezh a embanne Auguste Comte
  • an nevezsoliadouriezh

Ur pouez bras en deus bet ar soliadouriezh war meur a gelenn eus preder ar Gornôg

Gwelet e vez gant meur a brederourien ar soliadouriezh evel un tammig diamzeret, met chom a ra e kreiz meur a skol preder.