Somaliland

Somaliland (Soomaaliland e somalieg) a oa gwechall un drevadenn saoz war aod Korn Afrika. E 1960 e oa bet unanet gant Somalia italian da vont d’ober Republik Somalia. D’an 18 a viz Mae 1991 e oa en em zistaget diouzh Somalia. Abaoe avat n’eo bet anavezet republik Somaliland gant gouarnamant estren ebet.

Jamhuuriyadda Soomaaliland
جمهورية أرض الصومال
(Jumhūrīyat Arḍ Aṣ-ṣūmāl)

Republik Somaliland
Banniel SomalilandSkoed-ardamez Somaliland
BannielSkoed-ardamez
Ger-stur : لا إله إلا الله محمد رسول الله  (arabeg)
lā ilāhā illā-llāhu; muhammadun rasūlu-llāhi  
"N’eus Doue nemet Allah; Mohammed eo kannadour Allah"
Kan broadel: Saamo ku waar
Lec'hiadur Somaliland
Lec'hiadur Somaliland
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Hargeysa


9°33′N 44°03′R

Yezh(où) ofisielSomalieg hag arabeg
GouarnamantRepublik
 - PrezidantAhmed M. Mahamoud Silanyo
 - BesprezidantAbdirihman Abdillahi Ismailof Kulmiye
Dizalc'hdiouzh Somalia 
 - embannet18 a viz Mae 1991 
Gorread
 - Holladwar-dro 137 600 km²
Poblañs
 - istimadur 20053 500 000 ()
 - Stankter26/km²
MoneizShilling Somaliland (SLSH)
Gwerzhid-eur(UTC+ 3)
 - Hañv (Eur hañv)(UTC+ 3)
Kod kenrouedad
Kod pellgomz+252
Kartenn Somaliland
Kartenn Somaliland

Emañ Somaliland etre Etiopia er c’hornôg hag er su, Djibouti er gwalarn, Pleg-mor Aden en norzh, ha rannvroioù emren Maakhir ha Puntland (Somalia) er reter. Harzoù Somaliland er reter n’int ket sklaer, rak n’eus ket emglev warno gant renerien Puntland ha Maakhir. Hargeysa eo ar gêr-benn.

Istor

Kregiñ a reas an trevadennerezh saoz e 1884. E-pad an Eil brezel-bed e voe aloubet gant arme Italia e 1940, ha staget ouzh an trevadennoù italian all (Eritrea, Somalia), hogen adaloubet e voe gant ar Saozon bloaz war-lerc'h.

D'ar 26 a viz Mezheven 1960 e teuas Somaliland da vezañ dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet. Ur vro anezhi hec'h-unan e voe e-pad pemp devezh a-raok en em unaniñ gant Somalia italian d'ar 1añ a viz Gouere, da vont d'ober Republik Somalia. Hogen e-pad pell e voe dizemglev etre ar meuriadoù disheñvel hag enebiezh etre o fennoù evit mont e penn ar vro.

Er bloavezhioù 1980 e voe brasoc'h-brasañ an dizemglev-se, ha da-heul bloavezhioù a emgannoù e voe embannet republik Somaliland, evel ur stad distag diouzh Somalia, e 1991. En em ren a ra abaoe evel ur stad dizalc'h met n'eo ket bet anavezet evel-se betek-henn er bed, daoust m'he deus darempred gant un nebeud stadoù en diavaez (Djibouti, Etiopia, Breizh-Veur...).

Levrlennadur

Liammoù diavaez