Ouganda

Republik Ouganda (Republic of Uganda e saozneg; Jamhuri ya Uganda e swahilieg) a zo ur vro e Afrika ar reter ha na sko ket war ar mor. Harzoù he deus gant Rwanda er mervent, gant Kenya er reter, gant Tanzania er su, gant Soudan ar Su en norzh ha gant Republik Demokratel Kongo er c'hornôg. Tennañ a ra hec'h anv eus ar rouantelezh kozh Bouganda en em astenne war un darn eus su ar vro.

Republic of Uganda
Jamhuri ya Uganda

Republik Ouganda
Banniel OugandaSkoed-ardamez Ouganda
BannielSkoed-ardamez
Ger-stur : "For God and My Country"
"kwa mungu na nchi yangu"
(Evit Doue ha ma Bro)
Kan broadel: Oh Uganda, Land of Beauty
Lec'hiadur Ouganda
Lec'hiadur Ouganda
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Kampala
Yezh(où) ofisielsaozneg
swahilieg
GouarnamantRepublik
 - PrezidantYoweri Museveni
 - Ministr KentañRobinah Nabbanja
Gorread
 - Hollad236,040 km²
 - Dour (%)15.39
Poblañs
 - niveradeg34,634,650 (2014)[1]
 - Stankter144/km² (35)
Moneizshilling Ouganda ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur(UTC)
Kod kenrouedad.ug
Kod pellgomz+256

Istor

Hemolc'herien e oa annezidi gentañ Ouganda. War-dro 2000 pe 1500 vloaz 'zo e erruas pobloù bantou eus kreiz pe kornôg Afrika moarvat.[2],[3] Teknikoù goveliañ a zegasas ar meuriadoù-se ganto ha mennozhioù nevez a-zivout framm ar gevredigezh. Impalaeriezh Kitara er XIVvet kantved a voe ar stad kentañ krouet war dachenn ar pezh a vo Ouganda goude. Heuliet e voe gant rouantelezhioù Bunyoro-Kitara ha Buganda hag Ankole[4]

Pobloù nilotek, al luiz hag an Atekered a antreas en Ouganda war-dro 120 en ur zont eus an norzh. Magerien-loened ha kouerien e oant hag en em staliañ a rejont e norzh hag e reter ar vro. Un nebeud luiz a aloubas rannvro Bunyoro ha gant ar vantoued e voent kenmesket da grouiñ an diernezh Babiito[5] Kenderc'hel a reas an divroadeg luo betek ar XVIvet kantved.

XXIvet kantved

Addilennet eo Yoweri Museveni da brezidant ar vro d'ar 16 a viz Genver 2021, met truch zo tamallet dezhañ gant e enebourien.

Skeudennoù

Demografiezh

Annezet eo Ouganda gant meur a bobl. War-dro 40 yezzh a vez implijet er vro met ar saozneg a zo aet d'ar yezh ofisiel goude dizalc'hidigezh.

Ar yezh muiañ komzet eo ar gandaeg ("luganda"), implijet dreist-holl war-dachenn rouantelezh hengounel Bouganda. Ar yezh komzet er gêrbenn, Kampala eo. An eil yezhoù muiañ komzet eo al Lousogeg, komzet e gevred ar vro ha Rounyankoreg, komzet e mervent ar vro.

Ar swahilieg, ur yezh implijet en darn vrasañ eus reter Afrika a zo bet lakaet da yezh ofisiel e 2005 daoust ma'z eo an dra-mañ un abeg a dabut c'hoazh. Ne blij ket ar yezh-se d'ar pobloù bantouek eus su ar vro met ur yezh voutin eo deuet da vezañ en norzh. Implijet e vez gant an arme hag ar polis ivez.

Melestradur

Bannoù Ouganda

Disrannet eo Ouganda e 80 bann ha pevar rannvro velestradurel. E kontelezhioù eo disrannet ar bannoù. Tennañ a ra o añvioù eus hini ar gêr bennañ dreist holl. Ar Pemp rouantelezh hengounel (Toro, Ankole, Busoga, Bunyoro ha Buganda) a oa bet adaozet e 1993. Un emrennerezh sevenadurel o-deus dreist-holl

Rannvro ar c'hreiz
(ruz)
KartennBannpob.
27Kalangala36,661
29Kampala1,208,544
36Kayunga297,081
38Kiboga231,718
48Luwero336,616
Lyantonde66,175
51Masaka767,759
56Mityana269,763
59Mpigi414,757
60Mubende436,493
61Mukono807,923
63Nakaseke138,011
64Nakasongola125,297
70Rakai405,631
72Sembabule184,178
76Wakiso957,280
Rannvro ar reter
(gwer)
KartennBannpob.
4Amuria183,817
7Budaka*221,525
Bududa124,368
8Bugiri426,522
Bukedea122,527
9Bukwa49,826
13Busia228,181
14Namutumba169,156
15Butaleja160,927
20Iganga547,155
21Jinja413,937
25Kaberamaido122,924
28Kaliro153,513
30Kamuli558,566
33Kapchorwa143,684
35Katakwi123,215
45Kumi265,488
49Manafwa264,383
53Mayuge326,567
54Mbale332,174
69Pallisa*300,729
73Sironko291,906
74Soroti371,986
75Tororo398,601
Rannvro an norzh
(melen)
KartennBannpob.
1Abim58,590
2Adjumani201,493
3Amolatar96,374
39Amuru177,783
5Apac405,524
6Arua413,113
16Dokolo131,047
17Gulu290,624
22Kaabong379,775
42Kitgum286,122
43Koboko131,604
44Kotido157,765
47Lira530,342
50Maracha-Terego310,338
57Moroto170,506
58Moyo199,912
62Nakapiripirit153,862
65Nebbi433,466
67Oyam270,720
68Pader293,679
77Yumbe253,325
Ranvro ar c'hornôg
(glaz)
KartennBannpob.
10Bulisa64,823
11Bundibugyo212,884
12Bushenyi723,427
18Hoima349,204
19Ibanda198,043
26Isingiro318,913
23Kabale471,783
24Kabarole359,180
31Kamwenge295,313
32Kanungu205,095
34Kasese532,993
37Kibale413,353
40Kiruhura212,087
41Kisoro219,427
46Kyenjojo380,362
52Masindi405,042
55Mbarara360,008
66Ntungamo386,816
71Rukungiri308,696

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù