Soudan ar Su

Soudan ar Su, pe Susoudan, ent-ofisiel Republik Soudan ar Su (Republic of South Sudan e saozneg), zo ur stad e-kreiz kevandir Afrika, distag diouzh Soudan abaoe an 9 a viz Gouere 2011. En-dro da Soudan ar Su emañ stadoù Soudan en norzh, Etiopia er reter, Kenya, Ouganda ha Republik Demokratel Kongo er su, hag ar Republik Kreizafrikan er c'hornôg.Juba eo ar gêr-benn.

The Republic of South Sudan
Republik Soudan ar Su

Banniel Soudan ar Su
Skoed-ardamez Soudan ar Su
BannielArdamezioù

Lec'hiadur
Kan broadelSouth Sudan Oyee!
Yezh ofisielSaozneg
Kêr-bennJuba
Gorread619 745 km²
Poblañs
• Hollad
ò Stankter

8 260 490 (2009)
13,3 /km²
PrezidantSalva Kiir Mayardit
MoneizLur susoudanat
Kod pellgomz211
Kenrouedad.ss (kinniget)

Gwechall e oa ul lodenn eus Soudan. Goude bloavezhioù brezel en eil hanterenn an XXvet kantved e oa bet un emglev peoc'h etre ar gouarnamant kreiz hag Luskad Pobl evit Dieubiñ Soudan. Hervez an emglev-se ez eus bet dalc'het ur referendom e 2011, etre an 8 hag 15 a viz Genver, evit gouzout ha fellout a rae da annezidi ar Su kaout ur stad dizalc'h pe chom e framm Soudan. 98,83% eus ar voterien o deus votet “ya” d'an dizalc'hiezh, hervez an disoc’hoù ofisiel embannet e miz C'hwevrer. Goude ar referendom-se eo bet embannet ar stad dizalc'h nevez d'an 9 a viz Gouere 2011, gant an anv Republik Susoudan (Republic of South Soudan e saozneg, ar yezh ofisiel). Statud rannvro Abyei, war an harzoù etre Soudan ha Soudan ar Su, n'eo ket sklaer c'hoazh hag ur referendom a zlefe bezañ dalc'het eno diwezhatoc'h evit gouzout hag-eñ e vo staget ouzh an norzh (Soudan) pe ouzh stad nevez ar su (Soudan ar Su).

Skeudennoù

Rannoù melestradurel

Dek stad a ya d'ober ar vro. Hervez an emglev peoc'h e c'hallfe teir zachenn all dibab bezañ staget ouzh Soudan ar Su, pe neuze chom e framm an norzh: Nuba Moutains, Abyei ha Nil Glas. N’eo ket sklaeraet stad an teir zachenn-se c'hoazh.

Anv ofisiel saoznekbrezhonegNiver a annezidi
(2006)
Kêr-benn
Upper NileNil Uhel1.212.979Malakal
Lakesal Lennoù567.329Rumbek
Central EquatoriaEquatoria Greiz334.827Juba
Unity (Western Upper Nile)Unvez (Nil Uhel ar C'hornaoueg)262.787Bentiu
JongleiJonglei1.189.330Bor
Western EquatoriaEquatoria ar C'hornaoueg1.731.341Yambio
Western Bahr el GhazalBahr el Ghazal ar C'hornaoueg1.467.870Wau
Northern Bahr el GhazalBahr el Ghazal an Norzh826.646Aweill
Eastern EquatoriaEquatoria ar Reter225.872Torit
WarrapWarrap999.785Kuacjok
Stadoù Soudan ar Su